Việt Minh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Flag of North Vietnam (1945-1955).svg|thumb|300px|Banniel ar Viet Minh]]
'''Việt Minh''', '''Viet-Minh''', '''Viêt-Minh''' pe '''Vietminh''', berradur eus '''Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội''' (brezhoneg: '''Kevread evit Dizalc'hiezh ar Vitenam''') a oa ur gevread broadel evit dizalc'hiezh bro Vietnam savet e [[Pác Bó]] d'an [[19 a viz Mae]] [[1941]]. Ar ''Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội'' a oa bet kroget da vezañ savet e [[Nanjing]], [[China]], etre miz Eost 1935 ha fin ar bloavezh 1936 pa voe kavet an tu gant broadelourien nann komunour Vietnam da gejañ gant holl nerzhioù broadelour Vietnam evit sevel un talbenn unvan enep-impalaeriel.
 
An aozadur a gouezas goustadik en e foul betek ma voe adlañset da vat gant Strollad Komunour Indez-sinat, [[Hồ Chí Minh]] en e benn e 1941. Ar Việt Minh a n'em roas evel pal pennañ da zieubiñ ar vro diouzh an Impalaeriezh Trevadennel C'hall. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] kemen ha [[Republik China]] a roas harp d'ar Viet Minh a-enep d'an alouberien japaniz. Goude ar Brezel-bed pa grogas ar stourm a-enep an trevadennerien C'hall e voe harpet ar C'hallaoued gant Amerika a-enep d'ar Viet Minh. Ur wech kollet ar [[Brezel Indez-Sina|brezel]] gant ar C'hallaoued en em gavas ar Viet Minh o stourm kemen a-enep nerzhioù [[Stadoù-Unanet Amerika|SUA]] evit re [[Republik Su Vietnam]].
 
== Eil Brezel-bed ==