Emsavadeg ar Bonedoù ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 7:
Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù zo evel [[Dinan]], [[Gwened]], hag e [[Roazhon]] muioc’h c’hoazh.
== Kenaroud ==
Evit arc'hantaouiñ [[Brezel Holand]] (1672-1678), ar Roue [[Loeiz XIV]] en deus ezhomm mammennoù arc'hant nevez. Ar brezel a zlee bezañ unan primm a veze oc'h en em ledañ dre an amzer. Armeoù ar Frañs a oa bet stanket dre ma voe digoret ar skluzioù gant an Holandiz. Ouzhpenn da-se morlu Holand a oa kroget gant ur sez d'an arvorioù c'hall. Evit Breizh e kroge da vezañ drastus da geñver ar c'henwerzh, an hentoù dezougen a oa damm droc'het. Div wech e voe dilestroù holandat, unan war enezenn [[Ar Gerveur]] e 1673 hag unan all c'hoazh e 1674 war [[enez Groe]]. Divizet e oa bet neuze da sevel tailhoù nevez gant Colbert ministr an arc'hant da [[Loeiz XIV]]. Da gentañ tiez ar paper-timbr, un tailh war ar paper-timbr enaouet e miz Ebrel 1674. Ar paper-se a oa bet lakaet da rediñ en implij evit an holl skridoù justis (testamantoù, kevradoù gwerzh hag ar marilhoù ganedigezh).
 
* Evit an dud foran e oa brasaet koustoù an oberiadurioù e-liamm gant ar justis.
Linenn 15:
 
Er memes mare, un tailh nevez a zo savet war al listri-staen (kement war ar re gwerzhet evit war ar re perc'hennet a bell amzer), ar beizanted pinvidik, an davarnerien a zo tapet fall hag a lakao ar prizioù da greskiñ a-benn adpakañ ar c'holloù nevez. Ar re-se kement hag ar pratikoù fuloret.
 
== Red an darvoudoù ==
Klevet e vez ez eus bet un emsavadeg e [[Bourdel]] a-enep tailhoù ’zo (nebeut a dra e gwirionez). En em sevel a ra an dud e kêr [[Roazhon]] d’an [[3 Ebrel|3 a viz Ebrel]] [[1675]] pa glevont ar c’heloù. Lakaet eo an arigrap war burevioù [[butun]] ha war burev ar [[paper timbr]] e [[Breujoù Breizh]].<br />