Emsavadeg ar Bonedoù ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 29:
 
==Skeudenn ar Bonedoù Ruz en amzer a-vremañ==
[[Restr:LannarstêrBonedoùRuz01.03.2014.jpg|thumb|upright|Lannarstêr, Bonedoù Ruz o vanifestiñ war ur pont d'ar 1{{1añ}} a viz Meurzh 2014.]]
E 1975 e oa bet lidet 300 vloaz an emsavadeg, gant ar [[Strollad Komunour Gall]], en doa aozet ur gouel e [[Karaez]], ha gant [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] en doa lakaet c'hoari dre Vreizh a-bezh ur pezh-c'hoari savet gant [[Paol Keineg]], ''Le Printemps des Bonnets rouges'' (''Nev-amzer ar Bonedoù Ruz''), c'hoariet gant ur strollad eus Pariz, an [[Théâtre de la Tempête]]<ref>Jean-Jacques Monnier, ''Histoire de l'Union démocratique bretonne'', Les cahiers du Peuple breton, niv. 7, Presse Populaires de Bretagne, 1998, p. 19</ref>.
 
E [[2006]] en doa klasket [[Prefed]] [[Penn-ar-Bed]] mirout na vije skeudenn Sebastian ar Balp war panell vrudañ kêr g-[[Karaez-Plougêr|Karaez]] war bord an hent bras. <ref>[http://archive.is/bQsv Ur skeudenn eus ar banell-se]</ref>.
 
E [[2013]] e oa bet kemeret ar "Bonedoù Ruz" da arouez gant un emsavadeg evit "[[Bonedoù Ruz (2013)|labourat, bevañ ha divizout er vro]]", hag a c'houlenn dilez an [[ekotaos]] da skouer. Gwisket e vez bonedoù ruz ganto e-kerzh ar manifestadegoù, evel e [[Kemper]] d'an [[2 a viz Du]] pe e [[Karaez]] d'an [[30 a viz Du]] 2013.