Huon Capet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|fr}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:La France au Xe siècle.svg|thumb||Bro-C'hall en X{{vet}} kantved]]
 
'''Huon Capet''' pe '''Huon Iañ''', pe '''Huon Bro-C'hall''', ganet war-dro [[940]], marvet e 996<ref>Digant ar gronikerien ne zesker ket deiziad marv ar roue. Met e dihelloù abati Sant-Denez eo merket « IX Kal Nov », da lavarout eo 9 Kala-Goañv, da lavarout eo 24 a viz Here 996. ''Obituaires de Sens'', Tome I.1, Abbaye de Saint-Denis, p. 329. [http://fmg.ac/Projects/MedLands/CAPET.htm#_Toc154137000]. Y. Sassier a ginnig entre an 22 hag an 25 a viz Du 996. Y. Sassier, ''Hugues Capet'', Fayard, Paris, 1987, p. 265.</ref>, a oa roue [[roue Bro-C'hall]], pe gentoc'h dug ar Franked da gentañ (960-987), ha roue ar [[Franked]] goude (987-996). Gantañ e krog tierniezh ar Gapesianed.
 
Mab e oa da [[Huon Veur]] ha d'e wreg [[Hadwig von Sachsen]]. Hêr e oa da lignez ar Roperzhidi a zo o keveziñ gant tiegezhioù uhel [[Frankia]] en IXvet ha Xvet kantved. E dibenn an Xvet kantved e weler un dispac'h en armerzh hag er gevredigezh, gant an difraostadegoù, hag an eskemmoù o stankaat, a-drugarez d'an diner arc'hant. Echu eo an [[Aloubadeg|aloubadegoù bras]], krog eo ar brezelioù etre aotrouien, hag emaer o sevel ar c'hastilli ma kav ar gouerien repu enno. E-keit-se e sav ur rumm nevez, hini ar varc'heien, brezelourien a gevezo gant ar berc'henned vras. Evit mestroniañ ar rumm nevez-se ha gwareziñ o madoù e klask an uhelidi hag an Iliz reiñ harp da lusk [[peoc'h Doue]]. Sede pegoulz e c'hall Huon Capet sevel e dierniezh.