India : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lamet kuit eo bet ar restr ''Peacock_by_Nihal_Jabin.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant MPF
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 139:
India a ya d'ober al lodenn vrasañ eus [[iskevandir Indez]] a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-hag-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e torosad an Himalaya. Ar peurrest eus India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar [[Ganga]]. Er c'hornôg, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezerzh an [[Thar]]. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an [[Dekkan]], etre daou dorosad aodel gant un torosennadur diblaen, re [[Ghat]] ar c'hornôg ha re [[Ghat]] ar reter.
 
Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar [[Ganga]], ar [[Brahmapoutra]], ar [[Yamunâ]], ar [[Godâvarî]], an [[Narmadâ]] hag ar [[Kaveri|C'haveri]]. Teir enezeg zo, en o zouez ar re [[Lakshadweep]], hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez' emañ ivez aradennad volkanek [[inizi Andaman ha NicobarNikobar]] er gevred ha re [[Sunderban]] e delta ar Ganga e [[Bengal ar C'hornôg]]. An hin indiat a ya eus hini an trovanoù er su betek hini kerreishoc'h an norzh e-lec'h ma vez erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya.
 
Hin ar vro zo levezonet gant an [[Himalaya]] ha dezerzh an Thar. An Himalaya ha menezioù an [[Hindu Kush]] e Pakistan a harz ouzh an avelioù [[katabatek]] deuet eus [[Azia ar C'hreiz|Kreizazia]]. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezerzh an Thar a sach avelioù gleborek [[monson]] an hañv etre Mezheven ha Gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India.