Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ar '''Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia-Ejército del Pueblo''' ("Nerzhioù Armet Dispac'hel Kolombia-Arme ar Bobl"), berraet e '''FARC–EP''' pe '''FARC''', a reer eus ur strollad marksour-leninour en deus stourmet gant armoù e Kolombia adalek ar bloavezh [[1964]].<br>
Brudet eo evit bezañ bet implijet kadegoù brezel disheñvel e-leizh ouzhpenn da zoareoù sponterezh. Ar FARC-EP, a oa bet savet e-kerzh ar [[Brezel yen]] evel ul nerzh labourerien-douar Marksour-leninour, a zifenn ur sell enep-impalaeriel hag a-du gant al labourerien-douar.<br>
Oberiadurioù ar FARC–EP a oa arc'hantet dre ar [[skraperezh mac'hiaded]] en eskemm ouzh sammadoù arc'hant ; mengleuzioù enep-lezennel ; distoupadoù pe dre an [[tailh reveulzier]] war meur a zoare obererezhioù ekonomikel. Da ouzhpennañ e vez an tailh, produerezh ha gwerzh drammoù. An [[ABU]] a istimas e voe lazhet 12% eus an holl siviled lazhet e-kerzh ar brezel gant ar re FARC hag ar brezel-kuzh an [[Ejército de Liberación Nacional]] (ELN), ar peurrest, 80%, dre nerzhioù ar gouarnamant hag ar beuzsoudarded.
 
Nerzh ar FARC–EP a zo unan uhel niver; e 2007, ar FARC a tisklerie kaout un nerzh milourel a 18 000 soudard paotr ha plac'h; e 2010, al lu kolombiat a jedas e vije nerzhioù ar FARC gant tro-dro 13 800 ezel, 50 dre gant anezho o vezañ nerzhioù ar brezel-kuzh. E 2011, prezidant Kolombia, [[Juan Manuel Santos]], a tisklerie e oa izeloc'h evit 10 000 ezel e nerzhioù lu ar FARC-EP. E 2013 a oa lakaet war-raok ur c'holl a 26 648 ezel d'ar FARC ha d'an ELN o devoa en em divodet abaoe 2002.
[[Restr:FARC areas of operation.jpg|thumb|Sell a-vras eus al lec'hioù ma veze kavet obererezhioù ar Farc]]
E miz C'hwevrer 2008, milionoù a dud e Kolombia a vanifestas a-enep ar FRAC. E 2012, ar ''Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia'' a embann ne vo ket mui implijet ar [[skraperezh mac'hiaded]] a-benn ar c'hantaouiñ o stourm. Dieubiñ a reont an dek soudard ha poliser diwezhañ a chome ganto en toullioù-bac'h evel prizonidi, ne embannont netra siwazh a-ziwar ar c'hantadoù a siviled a vefe bet skrapet ganto. Ouzhpenn-se kenderc'hel a refont da skrapañ soudarded kement a trevourien.
[[Restr:Logo web.jpg|thumb|Banniel ha logo manifestadeg 2008 a-enep ar FARC e meur a yezh]]
== Liammoù diavaez ==