Anna Canalis di Cumiana : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Anna Carlotta Teresa Canalis di Cumiana''' (1680 – 1769) a oa pried morganatek [[Vittorio Amadeo II]], [[Roue Sardigna]]. Anvet e oa bet da varkizez Spigno.
 
Ganet e oa en 1680, e [[Torino]], er Palazzo Canalis. Merc'h e oa da Francesco Maurizio Canalis, Kont Cumiana, ha d'e bried Monica Francesca San Martino d'Agliè. Skoliet e voe en ur gouent e Torino, ha da 15 vloaz, en 1695, e voe degemeret e lez dug Savoia. DimezelDimezell e oa gant Marie Jeanne Savoia, mamm an dug, [[Vittorio Amadeo II]], hag anvet e oa neuze ''Mademoiselle de Cumiana''.
 
E 1703 e voe dimezet da Ignazio Francesco Novarina, Kont San Sebastiano, ha seizh bugel o doe. Gant an Dugez Marie Jeanne, he mestrez, e oa bet aozet an afer, pan he devoa gwelet e luche he mab, dimezet abaoe 1684 da [[Anne-Marie d'Orléans]], war ar plac'h yaouank. Bugel kentañ ar priedoù nevez a lavarer anezhañ ne oa ket diwar oberoù ar c'hont met re an dug Victor Amadeus, hogen San Sebastiano ne reas ket trouz. Victor Amadeus hag Anna a genskrive kalzig, ma teuas da vout Anna da vout confidante an dug e-lec'h e bried an dugez Anne Marie.