Vladimir Poutin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
 
== E vuhez ==
Labourat a ra evit ar [[KGB|c'hKGB]] adalek ar bloavezhioù 1970. DimezhañDimeziñ a rareas da Lioudmila Alexandrovna Chkrebneva e 1984. Div verc'h o deus : Maria ganet e 1985 e Leningrad ha Ekaterina ganet e 1986 e Dresde. Emaint o chom e [[Dresden]], en [[Alamagn ar Reter]], etre [[1985]] ha [[1990]]. Distreiñ a ra d'an [[Unaniezh Soviedel]] da geñver [[Adunanidigezh Alamagn]] e 1990. Krog eo e red-micher politikel gantañ neuze, e-barzh ti-kêr Leningrad bet anvet Sant-Petersbourg endro. Dont a ra da vezañ unan eus kuzulierien ar prezidant [[Boris Yeltsin]]. Gant hermañ eo lakaet e penn an [[FSB]] e 1998.
 
Prezidant da c'hortoz Kevread [[Rusia]] eo etre an 31 a viz Kerzu 1999 hag ar 7 a viz Mae 2000, goude bet [[Boris Yeltsin]] dilezet e garg. Dilennet eo prezidant da vat d'ar 7 a viz Mae 2000 en dro gentañ. Addilennet eo da brezidant e 2004. Lakaat a ra e pleustr ur politikerezh adsevel armerzh ar vro ha adreizhañ ar stad evit bezañ kreñv en-dro.