Nebelwerfer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Bundesarchiv Bild 101I-696-0426-14, Warschauer Aufstand, Raketenwerfer-Einsatz.jpg|thumb|Tennoù roketennoù ar banner Nebelwerfer e-pad [[Emsavadeg Varsovia]]]]
An '''Nebelwerfer''' ("Mortar mogeder") a oa un heuliad armoù implijet gant an [[Wehrmacht|Alamanted]] e-pad an [[Eil Brezel-bed]]. Savet int bet da gentañ hag implijet gant ar [[Wehrmacht]] evit ar rann milourel "soudarded mogeder" ([[Nebeltruppen]]). Anv an arm-se a zeu adaldiwar ar c'hoant da dromplañ ensellerien [[Kevredigezh ar Broadoù]], hag a ziwalle ouzh torr [[Feur-emglev Versailhez]]. Ar re-se a oa ar soñj ganto ne oa nemet un arm evit kas moged dres dirak ar soudarded o vont war-raok. En gwirionez ouzhpenn da gas obuzennoù moged e oa bet soñjet da ouzhpennañ obuzennoù gas. A-benn ar fin e voe savet obuzennoù pezh-tarzh evit an Nebelwerfer adal penn kentañ saverezh an arm.
[[Restr:DR 1944 884 Heldengedenktag Nebelwerfer.jpg|thumb|Bloavezh 1944 un timbr eus an Trede Reich o tizkouezh tennoù an Nebelwerfer]]
Da gentañ daou doarezoare mortar a oa bet kaset war an dachenn emgann a-raok bezañ eskemmet gant e-leizh a doareoùzoareoù banner-roketennoù disheñvel gant mentoù obuzennoù lies eus ar 15 betek 32 santimetrad. Korfoù fin-tre roketennoù an Nebelwerfer a roe an tu da ouzhpennañ kalz muioc'h a gazoù moged, danvezhioù pezh-tarzh evit ma ne oa tu gant obuzennoù ar ganolierezh eus ar memes ment. Ouzhpenn-se an niver uhel a dennoù diouzh renk a roe an tu da gas primm an danvez evit badaouiñ an enebour. O tennañ kampagn ar Balkan, an Nebelwerfer a oa bet implijet en holl kampagnoù brezel eus lu an [[Trede Reich]] e-pad an Eil Brezel-bed.
 
Lies e voe doareoù an Nebelwerfer o klask reiñ d'an armoù-se roloùrolloù liesoc'h-liesañ betek un doare gant roketennoù 21 santimetradsantimetr implijet evel arm enep-kirri-nij.
== 10 sm Nebelwerfer 35 ==
* Pennad spisoc'h: ''[[10 sm Nebelwerfer 35]]''
Ment korf roketennoù pe obruzioùobuzioù ur mortar a c'hell bezañ kalz treutoc'h evit re ar ganolierezh. Ar fed-se a ro an tu da leuniañ kalz muioc'h pep tenn gant ur mortar evit gazoù ampouezon. Skour an Us Army evit an armoù kimiek ( [[US Army's Chemical Warfare Service]] a ziorroas ur mortar kimiek gant ar soñj-se da leuniañ muioc'h pep tenn. Ar soudarded [[Nebeltruppen]] a heulias ar memes hent. Ar c'hentañ arm a voe ganto a oa ivez ur mortar, unan [[10 sm Nebelwerfer 35]], a voe savet er bloavezh 1934.
== 10 sm Nebelwerfer 40 ==
* Pennad spisoc'h: ''[[10 sm Nebelwerfer 40]]''
Tost adal ar penn kentañ, al lu alaman a c'houlennas ur mortar gant un hirder kas brasoc'h evit hini an 10 sm Nebelwefer 35 hag a oa 3 000 metrad, a-raok ma vefe implijet an arm war un dachenn emgann. Ret e voe gortoz Mae 1940 evit gwelet ar c'hentañ testoù war un dachenn emgann. O implij posublderioù an Nebelwerfer 35 gant un hirder kas brasaet e voe savet an [[10 sm Nebelwerfer 40]]. Evit ar marevezh e oa bet krouet un arm gant kulas mordern-tre gant ur mekanikerezh enep-kiladenn ha rodoù evit fiñval anezhañ. A-benn ar fin e c'helle tennañ 2 wech pelloc'h evit an Nebelwerfer 35, met 8 gwech brasoc'h e oa ha koust a rae tost da zek gwech muioc'h : 1 500 [[Reichsmark]] evit 14 000 RM.
 
[[Rummad:Armoù]]
[[Rummad:Bannerien roketennoù]]
[[Rummad:Armoù an Eil Brezel-bed]]
[[Rummad:Armoù alaman an Eil Brezel-bed]]
[[Rummad:Armoù Alamagn]]