Oslo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|no}} using AWB (10902)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 49:
 
[[Restr:OSLO-NO-02 05 ubt.jpeg|thumb|300px|Kastell Akershus.]]
Dont a reas da vezañ kêr-benn ar vro dindan ren [[Håkon V]] ([[1299]]-[[1319]]) a voe ar roue kentañ oc’h ober e annez eno hag a lakaas sevel kastell [[Kreñvlec'h Akershus|Akershus]]. E [[1387]] e tremenas rouantelezh Norvegia dindan dalc’h Danmark ha dont a reas Oslo da vezañ ur gêr a eil renk, tra mapa oa ar roue o chom e [[Kopenhagen]]. Ne voe digoret ur skol-veur eno, da skouer, nemet e [[1811]].
 
Distrujet e voe Oslo gant an tan e [[1624]] hag adsavet e voe goude, en tu all d’ar fjord, e-kichen kastell Akershus, gant ar roue [[Christian IV Danmark]], a roas e anv d’ar gêr : ''Christiania'' pe ''Kristiania''.
E [[1814]] e voe dizunvanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, ha dont a reas Kristiania da vezañ ur gwir gêr-benn. Kalon ar c’henwerzh hag ar sevenadur e Norvegia e oa ha meur a savadur bras a voe savet eno e-pad an [[{{XIXvet kantved]]}}, evel Palez ar Roue ([[1848]]), ar Parlament pe ''[[Stortinget]]'' ([[1866]]), ar skol-veur ([[1811]]), ar C’hoariva Broadel…. Dre ar bed a-bezh e oa brudet arzourien Christiania evel [[Henrik Ibsen]], [[Edvard Munch]], [[Knut Hamsun]] pe [[Sigrid Undset]] ([[Priz Nobel al lennegezh]]) : un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Christiania war an dachenn sevenadurel.
 
Adkavout a reas kêr hec’h anv kozh, Oslo, e [[1925]].