Kaozeal:Poellgomz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Resisadennoù: rann nevez
Linenn 31:
Dav eo neuze resisaat an dodenn ; klask a rin bout sklaer daoust da gemplezhded an traoù.
* An ardivink anvet ''smartphone'' (''i.e.'' ur benveg-pellgomz "speredek") eo ar pennad-mañ ; an '''ardivink''' eo an dodenn neuze, ar <u>pellgomzer</u> eta, da lavaret eo ar benveg a dalvez da '''gomz''' a-bell gant un den (alese al lostger ''-er'') dre rouedad ar <u>pellgomz</u> a anver [[:en:PSTN|PSTN]] ''(Public Switched Telephone Network)'' e saozneg ha [[fr:Réseau téléphonique commuté|RTC]] ''(Réseau Téléphonique Commuté)'' e galleg. Ur pellgomzer ne c'hall ket kas restroù niverel.
* Kas restroù niverel a c'heller ober war al linennoù '''pellgomz''' dre ur [[modem]] – 1200/2400/4800 [[Baud]] adalek bloavezhioù 1970 betek dibenn an XXvet kantved, pa oa bet diorroet an [[Internet]] e Breizh ; gant modemoù 64k, ha re 512k diwezhatoc'h e raed kent donedigezh an [[ADSL]] ''(Asynchronous Digital Subscriber Line)'' hag ar modemoù IP/DHCP (FreeBox/LiveBox/SFRBox) a zo en ho ti evit lenn kement-mañ.
* Goude-se e oa bet diorroet ar rouedad pellgomz dre skinoù, ar pezh en devoa roet tu d'an dud da gas ur '''pellgomzer''' en o c'harr (RadioCom 2000, da skouer), da lavarout eo ur benveg dineudenn a c'halle pellgomz eus forzh pelec'h (pe dost) da forzh pelec'h (pe dost) dre ar rouedad '''pellgomz''' 1G ''(1st Generation)'' ; diwezhatoc'h a c'hallas an dud kas ur '''pellgomzer''' hezoug ganto en o chakod : an 2G e oa, hag a zo war-nes mont da get ; tu a oa ivez da eskemm kemennadennoù skrivet (Texto/MMS/SMS), peogwir e oa ur modem er '''pellgomzer''' 2G dija.
* Bremañ e c'heller degemer pe gas forzh pe zoare restroù (skrid, son, skeudennoù, pajennoù [[Web]]) dre ar rouedad Edge > 3G > 3G+ >4G, ha 4G+ > 5G a-benn nebeut, ar pezh a ziskouez e c'houlenn an eskemmoù mui-ouzh-mui a dizh hag a ichou niverel. Restroù HTML war an Internet eo ar pezh a zegemerit dre Amazon/Facebook/Deezer/Google/YouTube hag all war ho '''pellgomzer''' "speredek", a c'heller envel '''pellgomzer naouek''' ivez, pe c'hoazh <u>'''poellgomzer'''</u> (bravat skouer eus emdroadur yac'h ar brezhoneg !) – nemet ne dremen ket ho '''pellgomzer''' dre ar '''pellgomz''' evit reiñ tu deoc'h da gomz d'ho tonton e Kanada pe evit diskouez deoc'h e pelec'h emañ ar McDo tostañ : dre ar rouedad '''pellgehenterezh''' e ra.
Linenn 41:
* Faziet eo TermOfis pa ginnig *''poellgomz/pellgomz naouet'' evit ''téléphone intelligent'', pa drofe ''réseau téléphonique intelligent'' kentoc'h, ar pezh n'eus ket anezhañ evit gwir : n'eo ket ar pellgomz a zo naouek, an urzhiataerioù a zo luget outañ hag ar pellgomzerioù a zo gouest da eskemm restroù niverel ganto ne lavaran ket.
* Reizh eo TermOfis pa erbed '''poellgomz''' evit ''smartphone''.
Spi 'm eus e vo bet sklaeraet an traoù evit an holl – hag e vo sederaet ar speredoù, dreist-holl. — --[[Implijer:Rudlamot|Rudlamot]] ([[Kaozeadenn Implijer:Rudlamot|kaozeal]]) 9 Du 2016 da 20:36 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Poellgomz".