Rory Gallagher : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
Goude e c'hanedigezh ez eas e dud da Derry, e [[Iwerzhon an Hanternoz|Iwerzhon an hanternoz]], ma kreskas gant e vreur bihan Dónal. Abred a-walc'h e tizoloas ar jazz hag ar blues o selaou abadennoù skingomz a-drugarez d'ur stign eus an [[US Navy]] na oa ket gwall bell. E [[1956]] ez eas kuit ar re C'hallagher eus Derry a-gaoz d'ar reuz a oa d'ar mare-se e hanternoz ar vro hag ez ejont da [[Cork]]. Eno eo en devoe e venveg kentañ : ur ukulele mezell. Ar bloaz war-lerc'h, e [[1957]], e voe profet ur gitar stenel dezhañ gant e dud hag e krogas da zeskiñ seniñ e-unan penn d'an oad a 9 bloaz. 3 bloaz war-lerc'h e c'hounezas ur genstrivadeg evit ar re donezonet yaouank e [[Cork]]. Gant an argant a c'hounezas e prenas e c'hitar tredan kentañ, a-raok prenañ e [[Fender]] [[Stratocaster]] e [[1963]]. Mont da soner a-vicher a reas goude bezañ kuitaet ar skol pa voe 15 vloaz. [[Harmonika]], [[saksofon]] ha [[mandolinenn]] a son ivez Rory Gallagher.
 
E strollad kentañ eo ar « Fontana Show Band », ur strollad bal anezhañ, a reas gantañ sonadegoù a-leizh. Gant ar strollad [[Taste]] eo e krogas e remzad evit gwir, e [[1966]], pa voe distro e [[Cork]]. E penn-kentañ e oa Eric Kitteringham d'ar gitar boud ha Norman Damery d'an taboulinoù. Seniñ a rejont e [[Cork]] enta ma teujont da vezañ brudet a-walc'h kent mont da [[Hamburg|Hambourg]] e 1967. Bloaz war-lerc'h e sonjont e Bro Saoz hag int ha dispartiañ : dezrevellet e vez o dije goulennet tud al label Polydor ma vije erlec'hiet Kitteringham ha Damery ouzh Richard McCracken ha John Wilson kent lerc'hwezañ ur bladenn evit ma vije un diazez gwelloc'h gant an taboulinoù hag ar gitar boud. Sonet e voe er Stadoù-Unanet hag e Bro Ganada ganto neuze adalek 1969 gant [[Blind Faith]] hag e 1970 war [[Enez Wight]] da geñver " [[The Isle Of Wight Rock Festival]] " ma oa ivez [[The Doors]], [[Jimi Hendrix]], [[The Who]] ha strolladoù brudet all... D'ar mare-se c'hoazh e oa an darempredoù fall a-walc'h etre ar strollad hag e ardead hag e voe fin d'ar strolladdezhañ.
 
==Pladennoù==