Visant Fave : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Visant Fave''', e galleg ''Vincent Favé'', bet ganet d'an [[20 a viz C'hwevrer]] [[1902]] en [[Kleder]] ([[Penn-ar-Bed]], [[Breizh]]) hag aet da Anaon d'an [[18 a viz Ebrel]] [[1997]] e [[Kastell-Paol]] (Penn-ar-Bed), a oa un den-a-iliz hag ur skrivagner [[brezhonek]].
 
==Buhez==
 
Beleget d’an 22 a viz Gouere 1925. Kure e [[Skaer]] ha goude-ze aluzener Y.K.A.M. (Yaouankizoù kristen ar maezioù, pe « J.A.C.») e [[1935]]. Chaloni a enor e voe e [[1939]], hag aluzenner-meur ar [[Bleun-Brug]] e [[1944]]<ref>Diwar-benn ar chaloni Visant Fave hag ar Bleun-Brug, gwelit [[Marc Simon]], ''Bleun-Brug : expression d'un idéal breton. Pages d'histoire'', Association Abati Landevenneg, 1998, p. 61, 66, 71, 77, 80, ha 81.</ref>.
Linenn 6 ⟶ 8:
 
Rener [[Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon]] goude sened-meur Vatikan II.
 
==Oberennoù==
Da heul sened-meur Vatikan II, e lakeas [[Kenvreuriez ar Brezoneg]] da zont er-maez meur a "gaier" roneotet ma oa enno troidigezh vrezhonek lennadennoù oferennoù ar sul, kement-mañ dindañ renerezh an Aotrou ’n Eskob Visant Fave<ref> Adkroget e vo e-barzh al labour-se, hag adembannet e-barzh ''[[Leor Overenn (Minihi Levenez)|Leor overenn]]'' lakaet da zont er-maez a-drugarez da [[Minihi Levenez|Vinihi Levenez]] e 1997.</ref>.
 
A-hend-all, embannet e oe gant an Aotrou Fave ha Kenvreuriez ar Brezoneg un droidigezh eus ar [[Pevar Aviel]] e 1982, hag e 1988, al levrioù all eus an [[Testamant Nevez]]<ref>''Aviel Jezuz-Krist'', embannet gant [[Ar Skol dre Lizer]], 1982 ; ''Testamant Nevez – eil lodenn'', Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988.</ref>.
 
Kontet en devoa e veajoù e-barzh ''[[War roudou or Misionerien]]'' bet embannet gant [[Emgleo Breiz]] e [[1989]]. Notennoù yezh digantañ zo bet embannet gant Emgleo Breiz ivez (''Notennou yezadur'', 1998)<ref>[http://bdq.proxience.net/opac_css/doc_num.php?explnum_id=913 ''Notes de Grammaire'' Fave, kinniget gant Miossec.]</ref>.