Eeltsje Hiddes Halbertsma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Delwenn E.H. Halbertsma '''Eeltsje Hiddes Halbertsma''' (Grou, Boarnsterhim, 1797-1858) a oa mezeg ha..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 2:
'''Eeltsje Hiddes Halbertsma''' (Grou, [[Boarnsterhim]], [[1797]]-[[1858]]) a oa mezeg ha skrivagner [[frizek]] eus an [[Izelvroioù]]. Gantañ e voe skrivet pozioù [[kan broadel]] [[Friz]], ''[[De âlde Friezen]]''.
 
Breur e oa Eeltsje Hiddes Halbertsma d’ar skrivagnerien [[Joast Hiddes Halbertsma|Joast]], [[Tsjalling Hiddes Halbertsma|Tsjalling]] ha Binnert. Goude studioù e skolioù-meur [[Leiden]] ha [[Heildelberg]] e labouras evel mezeg, adalek 1818, e [[Purmerend]] da gentañ hag e Grou, bro e gavell, da c'houde. Evel e vreudeur e oa troet gant adsav al lennegezh frizek. Ezel e voe eus ar ''Genootschap ter Beoefening van Friesche Geschied-, Oudheid- en Taalkunde'' (Kevredigezh frizat evit an istor, an hendraoù hag ar yezhoniezh) hag eus ar ''Selskip foar Fryske Taal- en Skriftekennisse'' (Breuriezh evit studi ar yezh hag al lennegezh frizek). Meur a levr a voe savet gantañ e frizeg er bloavezhioù 1830, 1840 ha 1850.
 
==Liamm diavaez==