Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001''' (saozneg: '''The September 11 attacks''') lesanvet an '''9/11''' a vez graet eus un heuliad pevar dagadenn sponterezh gant ur strollad sponterien islamek eus an aozadur [[al-Qaeda]] e [[Stadoù Unanet Amerika]]. Kroget eo an dagadennoù mintin ar meurzh [[11 a viz Gwengolo]] [[2001]]. Dre ar gwalldaolioù-se e voe lazhet 2996 den, a-us da 6000 a voe gloazet, tro $10 bilion a zistrujoù savadurioù pe enframmadurioù ha tro $3 trilion a zistruj en holl.
 
Pevar karr-nij dezougen tud eus div embregerezh stadunanat ([[United Airlines]] hag [[American Airlines]]) an holl anezho lorc'het adal aerborzhioù biz ar vro o vont war-zu [[California]] a oa bet tapet gant 19 sponter ezel da al-Qaeda. Daou eus ar c'hirri-nij, an nij [[American Airlines Flight 11|American Airlines 11]] hag hini an [[United Airlines Flight 175|United Airlines 175]], a voe flastret war tourioù norzh ha su, ar [[World Trade Center (1973-2001)|World Trade Center]] e [[New York|New York City]]. Goude 1 eur ha 42 munutenn, an tourioù a gouezhas en o foull, gant tammoù o nijal a-bep tu o entanañ pe lakaat d'an traoñ ar savadurioù tro-dro er greizenn World Trade Center ha labezañ ar savadurioù er-maez d'ar greizenn. un trede karr-nij, nij [[American Airlines 77|American Airlines Flight 77]], a voe flastret war ar [[Pentagon]] (pennlec'h [[United States Department of Defense|ministrerezh an difenn d'ar Stadoù Unanet Amerika]]) e [[Arlington]], [[Virginia]], hag a zismantras ul lodenn eus tu kornôg ar savadur. Ar pevare karr-nij, nij [[United Airlines Flight 93|United Airlines 93]], hag a oa gant an hent war-zu [[Washington D.C.|Washington, D.C.]], a voe flastret en ur park e [[Stonycreek Township, Somerset County, Pennsylvania|Stonycreek Township]] nepell diouzh [[Shanksville]], [[Pennsylvania]]. Ar veajourien a oa deuet a-benn da dalañ ouzh ar sponterien ha da lakaat ar c'harr-nij da gouezhañ e-plas ma vije implijet evel bombezenn. Ar gwalldaolioù spontus-se a voe ar wech kentañ o welet kement a bomperien hag a ofiserien polis o vezañ lazhet en istor Stadoù Unanet Amerika en un taol: 343 pomper ha 72 ofiser polis lazhet.
[[Restr:911 - FEMA - WTC impacts (graphic).svg|thumb|300px|Ur gartenn o tizkouez an dagadennoù war ar [[World Trade Center (1973-2001)|World Trade Center]] (ar c'hirri-nij n'int ket treset a skeul)]]
[[Rummad:Istor SUA]]