Dispac'h Hungaria 1956 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Dispac'h Hungaria 1956''' pe '''Emsavadeg Budapest''' (hungareg: '''1956-os forradalom''' pe '''1956-os felkelés''') a vez graet eus un emsavadeg kroget d'an [[23 a viz Here]] betek an [[10 a viz Du]] [[1956]] a-enep [[Republik Poblek Hungaria]] hag e sujidigezh d'an [[Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|URSS]]. Pa grogas ne oa ket pennoù d'an emsavadeg, unan pobl e oa. Ar c'hentañ emsavadeg a-enep an URSS e oa bet abaoe donedigezh e nerzhioù lu o devoa skarzhet nerzhioù an [[Trede Reich]] e-fin an [[Eil Brezel-bed]]. Ur skouer e teuas da vezañ evit an dud a venne stourm a-enep ar galloud komunour e-kreizh Europa.
 
Kroget eo an emsavadeg da gentañ gant manifestadegoù studierien o devoa desachet milieroù a dud o vale dre kreizh-kêr Budapest o vont war-zu ar parlamant. Gant sikour kamionoù dafaret gant uhelgomzerioù e oa deuet tud e-leizh a na oant ket studierien anezho da harpañ ar vanifesterien. AnPal uhelgomzerioùar vanifesterien a roe an tuoa ivez da glevetvont abadennoùtre savadur [[Radio Free Europe]]. Ur strolladig dileuridi studierien anezho a zeas tre ar savadur evit klask embann o c'houlenadennoù met a voe harzet. Pa c'houlennas ar vanifesterien ma vefent dieubet e voe respontet dezho dre tennoù fuzuilh adal ar savadur gant nerzhioù an [[Államvédelmi HatóságState]] (aotrouniezh surentez polis). Ur studier a voe lazhet raktal, lod manifesterien a lakaas ar gorf en ur banniel hag a zougas ar c'horf uhel a-us d'ar mor a dud. Gant ar marv-se e krogas ar reveulzi da vat. Gant ma zeas ar c'heloù eus ar fedoù-se dre ar vro e emsavas an dud gant feulster dreist-holl er gêrbenn [[Budapest]].
D'ar [[4 Du]] e teuas tre al [[Lu Ruz]] er vro.