Erika Kornélia Szeles : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "Restr:60th anniversary of Hungarian Revolution 2016 stamp 3.jpg|thumb|Timbr 2016 Erika Kornélia Szeles evit 60vet deiz-ha-bloaz [[Dispac'h Hungaria 1956|emsavadeg Budape..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 Du 2016 da 14:35

Erika Kornélia Szeles ganet d'ar 6 a viz Genver 1941 e Budapest hag aet da Anaon d'an 8 a viz Du 1956 e Budapest a oa ur stourmerezh hungariat enep-komunour a voe lazhet d'an oad a 15 vloaz o stourm e-pad Reveulzi Hungaria 1956 en un emgann straed a-enep nerzhioù al Lu Ruz.

Restr:60th anniversary of Hungarian Revolution 2016 stamp 3.jpg
Timbr 2016 Erika Kornélia Szeles evit 60vet deiz-ha-bloaz emsavadeg Budapest

Yaounakiz

Ganet e 1941 en ur familh Yuzev, Erika a vo desavet gant he vamm dreist-holl dre ma oa bet kaset he zad en ur gamp-bac'h Nazi lec'h ma varvas. Gant ma oa ar vamm ur c'homunour kredourezh don ha strizh, Erika a voe tuet war-zu an enep gomunouriezh gant he amourous.

Studierezh e oa he da gentañ en Dobos C. Jozsef Catering School e Pest, ha goude-se evel keginerezh deraouad en ostaleri Hotel Béke e Teriz Kvrut 43, Budapest.

Emsavedeg Budapest

Pa voe kroget emsavadeg Budapest d'an 23 a viz Here 1956 e voe mennet e amourous gant sevel ur strolladig stourm enep komunour. Emezelañ a reas he er strolladig a oa suj d'an nerzhioù lu pobl enep komunour. Erika a grogas gant bezañ ur soudard, deskiñ a reas buan penaos implij ur vindrailherez. D'ar 4 a viz Du 1956 pa voe kaset nerzhioù al Lu Ruz evit flastrañ emsavadeg Budapest e cheñchas an traoù, an emsavadeg a oa sur da vezañ flastret garv gant ar gomunisted. Kamaladed dezhi a gendrec'has anezhi da baouez gant bezañ ur soudard hag e voe karget he da vezañ un infirmiourezh eus ar Groz-ruz o pareañ an emsavidi gloazet o tougen anat un unwisk gant ur groaz ruz.

E-pad un oberiadur brezel, Erika a voe gloazet marvus dre tenn soudarded al Lu Ruz d'an 8 a viz Du 1956. Klasket he doa he sikour ur gamarad stourm bet gloazet e-kreizh aur straed. Ar soudarded eus an Arme Ruz a dennas warni memestra padal he touge un unwisk eus ar Groaz Ruz. Mont a reas da Anaon el lec'h ma voe gloazet d'an oad a 15 vloaz.

Brudet eo dre he oad pa varvas ha dre ur poltred gant ar poltrijer-kazetenner danek Vagn Hansen. Beziet eo bet e bered Kerepesi e Budapest.

Ar Merzher

Deuet eo Erika Kornélia Szeles da vezañ un arouez d'ar reveulzi e Budapest dre sikour ar poltred brudet e-pad ha dres goude an darvoudoù. Hiziv-an-deiz c'hoazh ez eo enoret e Hungaria evel ur simbol eus frankiz ar vro.

Liammoù diavaez