Aotegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Notennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|bs}} (4), {{Link GA|lt}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
An '''aotism''' zo ur c'hleñved eus diorroadur an [[neuron]]où. An dud tizhet gant ar c'hleñved-se o devez bec'h o taremprediñ hag o kehentiñ gant ar re all.
Strishaet eo o emzalc'h hag eober a reont ar memes traoù en-dro atav. Dont a ra an arouezioù-se war wel a-raok ma vefe ar vugale en o zri bloaz<ref>American Psychiatric Association, ''[http://cdc.gov/ncbddd/autism/hcp-dsm.html Diagnostic and Statistical Manual of Mental Disorders]'', 2000, rannbennad : Diagnostic criteria for 299.00 Autistic Disorder</ref>. Un orin genetek en deus an aotism daoust ma n'eo ket sklaer penaos e c'hoarvez.
 
Peurliesañ e vez merzet gant tud ar vugale e-pad o zri bloavezh kentañ<ref>''Pediatrics'', 2007, levrenn 120, Nnn 5, pp 1162–82, "[http://pediatrics.aappublications.org/cgi/content/full/120/5/1162 Management of children with autism spectrum disorders]" gant Myers SM, Johnson CP, Council on Children with Disabilities</ref>. Diorren a ra an arouezioù tamm-ha-tamm met bugale zo a gresk en un doare reizh a-raok mont war-gil<ref>Stefanatos GA. Regression in autistic spectrum disorders. Neuropsychol Rev. 2008</ref> Ur skoazell abred gant sikour ar vezeien a c'hall sikour ar vugale glañv da wellaat daoust ma n'hallont ket pareañ penn-da-benn<ref>''Pediatrics'', 2007 </ref>. Anv zo bet eus un nebeud bugale a oa tost da vezañ pareet<ref>Helt M, Kelley E, Kinsbourne M ''et al.'' "Can children with autism recover? if so, how?", ''Neuropsychol Revue'', levrenn 18, Nnn 4, pp 339–66, 2008</ref>. Nebeut a vugale skoet gant an aotism zo gouest da vevañ en o unan en oad gour, daoust ma teu lod a-benn d'en ober<ref>Howlin P, Magiati I, Charman T, "Systematic review of early intensive behavioral interventions for children with autism", ''Am J Intellect Dev Disabil'', levrenn 114, Nnn 1, pp 23–41, 2009</ref> . Diorroet ez eus ur "sevenadur" eus an aotism gant lod a glask un doare da bareañ ar c'hleñved e-skoaz lod all a soñj dezhe e tlefe an aotism bezañ degemeret evel un disheñvelder ha neket evel ur c'hleñved<ref>''Biosocieties'', 2008, levrenn 3, Nnn 3, pp 325–41, "Fieldwork on another planet: social science perspectives on the autism spectrum" gant C Silverman</ref><ref>Harmon A, "[http://www.nytimes.com/2004/12/20/health/20autism.html How about not 'curing' us, some autistics are pleading]", 2004-12-20, ''New York Times''</ref>.