Emgann Bro-C'hall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Battle of France collage.jpg|thumb|300px|A-gleiz da zehoù adal an a-us: [[Panzer IV]] alaman o treuziñ ur gêriadenn c'hall ; soudarded alaman o tibunañ dindan an [[Arc de triomphe]] goude kodianidigezh Pariz ar 14 a viz Even 1940 ; Kolonennoù kirri-hobregonet gall [[Renault R35]] e [[Sedan]] ([[Ardennes]]) ; prizonidi Gall ha Saoz e [[Veules-les-Roses]] ; soudarded c'hall e-pad un adwel er c'hreñvlec'hioù al [[linenn Maginot]].]]
'''Emgann Bro C'hall''' pe '''Fall of France''' a vez graet eus aloubadeg an [[Izelvroioù]], [[Belgia]] ha [[Luxembourg]] kement ha [[bro Bro-C'hall]] gant nerzhioù lu an [[Trede Reich]] e-penn kentañ an [[Eil brezel-bed]]. Kroget e oa an argadenn Alaman d'an [[10 a viz Mae]] [[1940]], o lakaat un harz da koulzad amzer an « [[drôle de guerre]] », hag o welet an argadenn o chom tost dizehan ha didrec'h. Ur wech toullet an talbenn e Sedan o lakaat an nerzhioù lu Saoz, Gall ha Belgiat da gila en desped da emgannioù evel hini [[Plan Dyle|Dyle]], [[emgann Gembloux (1940)|emgann Gembloux]], [[emgann Hannut]], [[emgann la Lys (1940)|emgann la Lys]] hag hini [[Emgann Dukark|Dukark]] e echuas Emgann ar Frañs d'an [[22 a viz Even]] [[1940]] gant trec'h an Trede Reich ha sinadur un arsav-brezel gant gouarnamant ar [[Philippe Pétain|Marichal Pétain]].
 
An tiriadoù bet aloubet war pevar bro a voe lakaet e dalc'h nerzhioù an Trede Reich met gant doareoù disheñvel: evit bro C'hall e voe rannet e tri tamm gant ur zonenn dindan dalc'h Alamagn en norzh ha kornôg, ur zonenn vihan evit an Itlaia faskour e gevred ar vro, hag ur zonen dieub "zone libre" dindan sujidigezh [[gouarnamant Vichy]].