Strollad Komunour Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Astennig
Linenn 5:
</gallery>
'''Strollad Komunour Alamagn''' (''Kommunistische Partei Deutschlands'' en [[alamaneg]]), anv klok: Strollad Komunour Alamagn - [[Kevread spartakour]] / Strollad Komunour Alamagn (Spartakus Bund), a oa ur strollad politikour [[alaman]] bet krouet e miz Kerzu 1918.
[[Karl Liebknecht]], [[Rosa Luxemburg]], [[Leo Jogiches]], [[Paul Levi]] ha [[Franz Dahlem]] a oa e-touez e grouerion. Berzet e voe ar strollad adalek 1933 betek 1945 gant ar renad nazi. Berzet e voe en-dro e 1956 e [[Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)|Republik Kevreadel Alamagn]]. En Alamagn ar Reter e kendeuzas gant ar [[Sozialdemokratische Partei Deutschlands]] d'ober ar [[Sozialistische Einheitspartei Deutschlands]].
 
Krouet goude fin ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] gant sokialourien enebet d'ar brezel, Rosa Luxemburg e-penn. Goude he varvmarv ar strollad a zeuas da vezañ goustadik ur strollad leninour betek mont etrezek ar stalinouriezh. E-pad mare Republik Weimar, ar KPD a oa boaz da dizhout etre 10 ha 15 dre gant eus ar vouezhioù, dilennidi a oa d'ar strollad er [[Reichstag]] hag er parlamantoù stad. Alies e oa taget gant ar KPD ar strollad [[Sozialdemokratische Partei Deutschlands]], hag a oa gwelet evel e enebour gwashañ. Roet e voe lamm d'ar KPD en Alamagn nazi kentañ devezh war-lerc'h trec'h Hitler e dilennadegoù 1933. En desped da-se e kendalc'has ar strollad gant ur stumm aozadur kuzh met o welet kalz izili o vezañ harzet ha kaset d'ar c'hampoù-bac'h.
== Pennoù ==
*[[Rosa Luxemburg]],
*[[Karl Liebknecht]],
*[[Ernst Thälmann]],
*[[Leo Jogiches]],
*[[Paul Levi]],
*[[Franz Dahlem]],
*[[Wilhelm Pieck]],
*[[Herbert Wehner]].
[[Skeudenn:KPD-logo.svg|right|100px]]
[[Skeudenn:Bundesarchiv Bild 183-09424-0006, Berlin, Karl-Liebknecht-Haus am Tag der Reichstagswahl.jpg|220px|Karl-Liebknecht-Haus, sez ar strollad adalek 1925 betek 1933]].