Dilestradeg Normandi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎An traezhegoù dilestrañ: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Link FA|de}} (2), {{Link GA|en}} using AWB (10902)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''''Oberiadenn Neptune''''' eo an anv-kod roet d’an dilestradeg en Normandi gant armeoù [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|ar Re Unanet]] e-kerzh an [[Eil Brezel-bed]] e-pad [[Oberiadur brezel Overlord]] . Lodenn gentañ [[Aloubadeg Normandi]] eo. Kregiñ a reas d’ar [[6 a viz Mezheven]] [[1944]]. Graet e vez an ''D-Day'' (Deiz D) eus an deiz-se. An dilestradeg vrasañ eo e istor Mab-Den, an oberiadur brezel 'se a voe penn kentañ dieubidigezh an tiriadoù kornôg e-dalc'h an Trede Reich abaoe 1940.
 
156 000 soudard eus ar Gevredidi a dagas an Normandi e-tal e oa 50 350 soudard Alaman. Chomet e oa bet kuzh al lec’hioù dilestrañ hag harzlammañ evit bammañ an nerzhioù difenn Alaman betek devezh an dilestrañ. Ouzhpenn da vezañ nebeutoc’h, an diforc’h a armoù etre an Alamanted hag ar Gevredidi a lakaas anezho da goll. 10000 soudard d’ar Gevredidi a varvas hag etre 4000 ha 9000 e-kostez an [[Trede Reich]]. [[Ar Rezistañs]] a dagas an Alamanted dreist-holl a-fed an dafar (peulioù pellgomz, linennoù-tren…) evit sikour ar Gevredidi. Ne teuas ket a-benn aes ar Gevredidi da dizhout o palioù met a-benn fin an devezh e oant dija o trec’hiñ. Un trec’h diaes met meur e voe evit ar Gevredidi, nerzhioù lu an Trede Reich a oa taget adal an devezh-se kement dre ar Reter (URSS) ha dre ar C’hornôg ar pezh en doa klasket Hitler da chom hep erruout.
== An traezhegoù dilestrañ ==
 
== An traezhegoùtraezhennoù dilestrañ ==
C'hoarvezout a reas an dilestradeg war aodoù [[Normandi]] etre reter ar [[Cotentin|C'hotentin]] betek [[Saint-Aubin-sur-Mer]]. Rannet e voe an aod e lec'hioù dilestrañ roet pep a anv-kod dezho:
* A gornaoueg da reter: