Dilestradeg Normandi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 4:
== Istor an oberiadur brezel ==
=== Gerdarzh ===
Etre ar 27 a viz Mae hag ar [[4 a viz Even]] [[1940]], tro 338 000 soudard d'ar [[British Expeditionary Force]] (BEF) ha d'al lu C'hall a oa stanket en arvorioù Bro-C'hall a voe distaolet eus Dukark ([[Tec'hadeg Dukark]]). Goude ma voe taget hag aloubet an [[Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|URSS]] e miz Even 1941 gant an Alamanted, penn ar Soviediz [[Joseph Stalin]] a c'houlennas diouzhtu ma voe digoret un eil talbenn e-kostez kornôg Europa. E fin miz Mae 1942 an URSS ha [[Stadoù Unanet Amerika]] a embannas ur gemennadenn: "... full understanding was reached with regard to the urgent tasks of creating a second front in Europe in 1942." En desped d'ar gemenadenn Kenta~Kentañ maodiern ar [[Rouantelezh Unanet]] [[Winston Churchill]] a gendrec'has ar prezidant stadunanat [[Franklin D. Roosevelt]] da daleañ an aloubadeg prometet, rak memes gant an harp Amerikan, ar Gevredidi ne oant ket dafaret mat a-walc'h evit un oberiadur evel-se.
=== E-pelec'h? ===
Kroget e oa mennad an dilestrañ adal ar bloavezh 1943. Er mizioù a-raok an aloubadeg, [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|ar Gevredidi]] a savas un oberiadur brezel touellañ gant ar pal da lakaat an Alamanted da grediñ e oa an dilestradeg o vezañ da zont e-kostez an [[Nord-Pas-de-Calais]] anvet e oa [[Oberiadur brezel Bodyguard]]. Tankoù, kirri-nij faos a voe savet ha lakaet e lec'hioù a lakafe an Alamanted da vezañ touellet gant palioù ha nerzhioù gwir an dilestradeg.