Emgann Kergidu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[File:Prise d'Armes en Bretagne.jpg |thumb|Kouerien o kemer an armoù (livadur gant [[Julien Le Blant]].]]
 
'''Emgann Kergidu''' zo un emgann a c'hoarvezas d'ar [[24 a viz Meurzh]] [[1793]], e Kergidu, e-kichen [[Plougouloum]] etre peizantedkouerien eus Bro-Leon ha soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]].
 
Ha pa oant bet trec'het d'an [[19 a viz Meurzh]], edo bepred peizantedkouerien Gorre-Leon dindan an armoù, e [[Ploueskad]], [[Plougouloum]], [[Kleder]], [[Sibirill]], [[Rosko]], [[Gwinevez]], [[Gwitevede]], [[Plouvorn]], [[Sant-Nouga]] ha [[Trelaouenan]]<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I, p.363-367.</ref> ha klask a raent gronnañ [[Kastell-Paol]]. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a yeas da [[Lesneven]] gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro [[Plabenneg]].
 
Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ [[Kastell-Paol]] d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus [[Calvados (departamant)|Calvados]] hag eus [[Montroulez]], war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez.<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I </ref>.
 
Goude ur c'hrogad un eur hanter e oa krog soudarded ar Republik da gilañ ha ne oa ket kalz a dennoù ganto ken. Met sikouret e voent gant ar jeneral [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]] a erruas war lez kleiz ar stêr, e penn un armead etre 300<ref> Élégoët</ref> ha {{formatnum:1000}}<ref>[[Roger Dupuy]], ''La Chouannerie'', p.15.</ref> soudard. Neuze e voe kemeret un uhelenn war lez kleiz ar stêr gant soudarded ar Republik hag alese a c'halljont tennañ gant o c'hanolioù war an emsavidi<ref>Kadig</ref>.