Disklêriadur dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
yezh
Linenn 1:
[[Restr:Declaration of Independence (USA).jpg|thumb|Adsevel d'an Disklêriadur dieubidigezh ar Stadoù Unanet Amerika gant poltriji ar sinerien]]
'''Disklêriadur dieubidigezh ar Stadoù Unanet Amerika''' (Saozneg:'''United States Declaration of Independence ''') eus e anv gwirion '''The unanimous declaration of the thirteen united States of America''' zo un destenn hag a embann dishualded an trizek trevadenn Saoz en Amerika Norzh da vont d'ober [[Stadoù Unanet Amerika]] d'ar [[4 a viz Gouhere]] [[1776]]. An destenn-se a zo bet awenet gant mennozhioù prederourien ar Sklêrijennoù ha re ar [[Glorious Revolution]] 1688 : hervez an drougimplijoù stadet, dileuridi an trevadennerien a gav dezho o deus ar gwir hag an dle da emsevel a-enep ar vonarkiezh Saoz. Ar parlamant Saoz en devoa votet talhioù uhel war an trevadennoù Amerikan. Bez eo abaoe, ar 4 a viz Gouhere devezh Gouel broadel Stadoù Unanet Amerika: an Independence Day (devezh an dieubidigezh).
 
An dud o devoa savet ha sinet an disklêriadur a vez e-touezh ar [[Founding Fathers]].
Linenn 7:
 
Miz Genver 1776, [[Thomas Paine]] a save a-du gant an [[insurgents]] amerikan en e levr [[Common Sense]] ([[1776]]) hag a reas berzh bras (tost da 500 000 skouerenn gwerzhet). en e flemmskrid e tifenn ar mennozh e vefe gwelloc'h dispartiañ ar Rouantelezh diouzh an trevadennoù amerikan. Hervez lod e vefe e levr a gendrec'has [[George Washington]] gant ar mennozh-se. en e levr, Thomas Paine a embann e oa droc'h da welet ur vro ken bihan hag ar Rouantelezh Unanet o perc'henniñ kemet a zouaroù hag o tegas he lezennoù war Amerika. Eus un tu e-sav un Amerika ar Sklêrijennoù hag eus un tu all e lak waqr-raok Bro Saoz evel [[puritan]] ha diamzeriet da geñver mennozhioù ha prederouriezh.
 
[[Rummad:Istor SUA]]
[[Rummad:Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet]]
[[Rummad:Founding Fathers]]
[[Rummad:Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet]]
[[Rummad:1776]]