Galated : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
Ur [[kevredad|c'hevredad]] riezoù brezelour dindan ur [[brientinelezh]] milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez [[Strabo]], ar " bederveliourien" (''tetrarc'hontes'') ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet ''Drunemeton'' ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell [[Nemeton]]). El lec'h sakr-se, an [[neved]], e veze dalc'het al [[lezvarn kastiz]] gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar [[sevel-loened]], met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an [[ergerzhadeg]]où, ar preizhata hag [[arc'hant]] an [[daspren]]où . Brudet e vezent evit bezañ [[goprsoudard]]ed taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e [[brezel]]ioù diehan e veze e [[Azia-Vihanañ]] ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan [[beli]] [[Pharnakes I{{añ}}]], roue ar Pontos etre -181 ha -179.
 
Aloubet eo bet Galatia gant Roma e - 189, lakaet dindan statud ur [[proviñs Galatia|broviñs]] e - 64 ha staget ouzh an [[impalaeriezh roman]] e - 25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag e vez anavezet darn buhez an impalaer Aogust diwar [[enskrivadur]]ioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an [[hoalad kristen]] e vez degaset ar [[kristeniezh|relijion kristen]] ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an [[sant Paol (abostol)Tars|abostol sant Paol]], a skrivas dezhi ul [[lizher]] a gaver er [[NevezTestamant testamantNevez]] hiziv ([[Lizher d'ar C'halated]]).
 
==Yezh==