Maria Bochkareva : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 7:
== Ar soudardez ==
Kroget eo he hent soudardez en ur emezeliñ e lu an Tsar, gant harp ur c'homandant lec'hel a gave ar mennozh farsus e voe kavet an tu ganti da gaout un aotre ofisiel gant an Tsar Nikolaz II da emezeliñ el lu en desped da vezañ ur vaouez. Rediet e voe dezhi talañ ouzh ar goap, an tagadennoù reizhel a-berzh ar soudarded all. Gounez a raio doujañs pa grogo da gemer perzh en emgannoù drastus. Hervez he skrid-buhez, kemeret he devoa perzh e div dagadenn. He rejimant a glaske tizhout an nerzhioù alaman met a voe riset dre obererezh ar vindrailherezioù. E-pad an div emgann e toullgofas da varv un alaman gant ur [[kleze-fuzuilh|gleze-fuzuilh]]. Stanket en [[No Man's Land]] e-pad eurvezhioù dindan tennoù lies an Alamanted he zeas memestra da adpakañ kamaraded dezhi gloazet evit o adkas er fozioù difenn rusian. Hervez e skrid-buhez he dije savetaet kantadoù a soudarded ar pezh a seblant douetus. Pezh a zo istorel ez eo e voe gloazet don ha tennet diouzh an talbenn evit pareañ. Goulenn a raio distreiñ d'an talbenn goude-se gant he gamaraded a zegemeras anezhi en-dro gant laouenidigezh.
 
Goude [[Dispac'h_Rusia_1917|Reveulzi C'hwevrer 1917]] , [[Alexander Kerensky]] maodiern ar brezel er gouarnamant da c'hortoz a aotreas anezhi da sevel ur batailhon maouezed nemetken anvet [[Batailhon Maouezed ar Marv]] savet gant kantadoù a maouezed. Adal ar mare-se ez eo diaesoc'h gouzout sklaer petra a erruas dre ma oa un objed politikel anat ar batailhon maouezed, kement evit ar re a-du gant ar Bolcheviked evit ar re a-enep. Ouzhpenn da-se dre ma oa maouezed e-kreizh ar jeu e voe ur sell diseblant gant an istorourien pe enebet.
=== Benelouriezh ===
Maria Bochkareva a voe kamaladez bras gant [[Emmeline Pankhurst]] a lesanve anezhi "The greatest woman of the century".