Clément Marot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Echu neuze ar grennamzer
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:ClementMarot.jpg|thumb|200px|Clément Marot]]
'''Clément Marot''' ([[Caors]], war-dro [[1496]]/[[1497|97]] - [[Torino]], [[1544]]) a oa ur skrivagner [[gallek]] eus ar {{XVIvet kantved}}. Eus [[Normandi]] e oa e dad hag [[Okitania|Okitanez]] e oa e vamm.
 
Skrivañ barzhonegoù a rae e dad Jean ivez (''Jean des Marets'' pe ''Jean Marot''). Dre ma plije e werzennoù d'an itron [[Michelle de Saubonne]], e voe kinniget Jean Marot da [[Anna Breizh]] a oa gwreg ar roue [[Loeiz XII (Bro-C'hall)|Loeiz XII]] [[Bro-C'hall]]. Degemeret mat e voe gant Anna ha mont a reas da lez ar roue ha mont d'e heul da [[Italia]].
 
Ar mab Clément en em lakaas da sevel barzhonegoù ivez, ha mont a reas da servijañ ar rouanez [[Marc'harid Bro-C'hall (1492-1549)|Marc'harid Navarra]]. Gant hounnezh e voe kinniget d'he breur [[Frañsez Iañ (Bro-C'hall)|Frañsez I{{añ}}]], roue Bro-C'hall, a voe plijet gant skridoù Clément Marot. E lez ar roue e voe degemeret ar [[barzhoniezh|barzh]] ha mont d'e heul ivez.
 
Ouzhpenn sevel barzhonegoù e reas troidigezhioù diwar oberennoù [[latin]] ha [[gregach]] ([[Vergilius]], [[Lukian Samosata]]). Hogen daoust ma plije e skridoù d'ar roue e voe tamallet dezhañ, buan, bezañ douget d'ar mennozhioù [[Protestantiezh|protestant]]. [[Toull-bac'h|Toullbac'het e voe e [[1525]]. <br>
E [[1527]] e kasas d'ar roue, eus an [[toull-bac'h]], un ''Epistre de Marot envoyée au Roy''. Truez en devoe ar roue outañ, dieubet e voe Marot hag aotreet da zont d'al lez en-dro.
 
Hogen e [[1533]] e voe troet ar [[Salmoù]] gantañ hag adarre e voe tamallet dezhañ e vennozhioù protestant. Tec'hout a reas da [[Bearn|Vearn]], ma reneoa [[Marc'harid Bro-C'hallNavarra (1492-1549)|Marc'harido Navarra]]ren, ha goude-se da Italia, da [[Ferrara]], ma oa lez [[Renée Bro-C'hall]], merc'h [[Anna Breizh]], troet gant ar brotestantiezh ivez ha mignonez dezhañ. Eus Italia e c'hallas distreiñ da Vro-C'hall , pardonet ma oa bet dezhañ gant ar roue. Met buan e rankas tec'hout adarre, da [[Suis]] ha [[Savoia]] ar wech-mañ.
 
Mervel a reas e [[Torino]] e [[1544]].