Clément Marot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Ar mab Clément en em lakaas da sevel barzhonegoù ivez, ha mont a reas da servijañ ar rouanez [[Marc'harid Bro-C'hall (1492-1549)|Marc'harid Navarra]]. Gant hounnezh e voe kinniget d'he breur [[Frañsez Iañ (Bro-C'hall)|Frañsez I{{añ}}]], roue Bro-C'hall, a voe plijet gant skridoù Clément Marot. E lez ar roue e voe degemeret ar [[barzhoniezh|barzh]] ha mont d'e heul ivez.
 
Ouzhpenn sevel barzhonegoù e reas troidigezhioù diwar oberennoù [[latin]] ha [[gregach]] ([[Vergilius]], [[Lukian Samosata]]). Hogen daoust ma plije e skridoù d'ar roue e voe tamallet dezhañ, buan, bezañ douget d'ar mennozhioù [[Protestantiezh|protestant]]. [[Toull-bac'h|Toullbac'het]] e voe e [[1525]].<br>
E [[1527]] e kasas d'ar roue, eus an toull-bac'h, un ''Epistre de Marot envoyée au Roy''. Truez en devoe ar roue outañ, dieubet e voe Marot hag aotreet da zont d'al lez en-dro.