Lizheroù Paol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 32:
*[[Al lizher d'an Hebreed]] (He)<ref> Troidigezh dindan renerezh [[Maodez Glanndour]], [[Al Liamm]],1971 pp 503-528</ref>
 
==An testennou kristen kentañ==
==Troidigezh Maodez Glanndour==
An testennou kristen kentañ eo lizheroù Paol. Etre [[51]] ha [[62]] e skriv Paol d'e gumuniezhioù, hag el lizheroù-se e kaver kentañ prederiadenn teologel vraz istor an [[Iliz]].
En e zigoradur skriv Maodez Glanndour :
 
Hervez ar biblour [[War roudou sant Paol|Alain Marchadour]] : "Skrivet int bet gand Paol evid degemererien resiz, dreist-oll kumuniziou savet gantañ. Hini ebed anezo, zokén al [[Al lizher d'ar Romaned|lizer da Romiz]], n'eo eul leor teologiez prientet en eur gambr. Dindan pouez an degoueziou (pellder, eun dra komprenet fall, ar c'hoant d'en em zisplega, ha da lakaad da gredi...) e kas Paol kelou d'eur gumuniez<ref name="Marchadour, p. 50">Alain Marchadour, ''[[War roudou sant Paol|War roudou sant Paol, Servicher an Aviel]] / Sur les pas de saint Paul, Serviteur de l’Evangile'', [[ti embann Minihi Levenez|Minihi Levenez]], nn 112-113, C’hwevrer 2009, p. 50.</ref>."
 
Seiz lizher a zo anavezet, gant an ispisialourien, evit bezañ bet skrivet gant Paol : [[al lizher kentañ d'an Desalonikidi]], an daou lizher d'ar Gorintidi, al liziri d'ar [[Al lizher d'ar Filipidi|Filipidi]], da [[Al lizher da Filemon|Filemon]], da [[Al lizher d'ar C'halated|C'halated]] ha da [[Al lizher d'ar Romaned|Romaned]]. Ar re all, heb bezañ marteze war-eeun eus dorn Paol<ref>"Skriva, e amzer Paol, a zo eur gwir vicher greet gand ispisialourien. Paol ive e-noa d'e zervicha, sekretourien hag a oa 'vel eun astenn da bersonelez ar mestr." (Marchadour, p. 50).</ref>, "a zo kempoell gand teologiez hag herez an Abostol, dre zorn sekretourien pe ziskibien<ref name="Marchadour, p. 50"/>."
 
==Ar mare ma oant bet savet==
En e zigoradur skriv [[Maodez Glanndour]] :
"Ur fazi e vefe lenn Lizheroù Sant [[Paol Tars|Paol]] diouzh ar renk o devez en dornskridoù kozh ha diwar-se e mouladurioù an Testamant Nevez. Rak diouzh o hirder int bet steudet, hep derc'hel kont eus ar mare ma oant bet savet. Evel-se eo an hini ponnerañ-holl a gavomp da gentañ, al lizher d'ar Romaned, ha war e-lerc'h emañ al lizheroù d'ar Gorintidi ha n'int ket ken aes-se kennebeud-all.
Setu perak eo hon dever en Digoradur-mañ kemer Lizheroù Sant Paol diouzh o urzh istorek. Ha m'hor befe un ali da reiñ evit o studi, e kemerfemp moarvat da gentañ ar re ziwezhañ, al lizheroù Pastorel da [[Timozeoz|Dimozeoz]] ha da [[Tios|Ditos]], evit addont tamm-ha-tamm war-zu ar re vras<ref>[[Maodez Glanndour]], "Lizheroù sant Paol", ''An Testamant Nevez II'', [[Al Liamm]], [[1971]], p. 351.</ref>."
 
Setu an urzh kinniget gantañ : Al lizheroù d'an Desalonikidi ; Al lizheroù d'ar Gorintidi ; Al lizher d'ar Chalated ; Al lizher d'ar Romaned ; Lizheroù Paol prizoniet (''al lizher d'ar Filipidi ; al lizher d'ar Golosidi ; al lizher d'an Efezidi ; Al lizher da Filemon'') ; al lizheroù pastorel.