Pedro, Dug Coimbra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Pedro''' (9 a viz Kerzu 1392 – 20 a viz Mae 1449), a oa infant Portugal, 1añ Dug [[Coimbra]], a oa ur priñs eus [[Tierniezh Avis]], mab da [[João Iañ]], [[roue Portugal]], ha d'e bried [[Filipa de Lencastre]]. Entre 1439 ha 1448 e voe rejant Portugal evit e niz [[Afonso V]].
 
Desket mat e voe en un amzer ma ne veze skoliet an dud uhel nemeur. En em glevout mat a rae gant e vreudeur [[Duarte Iañ]] ha João,.
 
Beajiñ a eure en estrenvro, ma voe lesanvet "Infante das Sete partidas". Gant an impalaer Segismundo da Hungria e voe anvet da Dug [[Treviso]], ha da varc'heg Urzh ar Jarreteira gant e eontr [[Henry IV Bro-Saoz]].
 
En 1415, e kemeras perzh gant e dad en aloubadeg [[ Ceuta]], hag anvet e voe da varc'heg en deiz war-lerc'h ma voe kemeret kêr, er voskeenn nevez kristenaet. Unan eus duged kentañ Portugal e voe.
 
Pa varvas e vreur [[Duarte Iañ]] en 1438, e voe anvet e vab [[Afonso V |Afonso]] da roue, met peogwir e oa bihanik e voe anvet e vamm intañvez, [[Leonor Aragon (rouanez Portugal)]], da rejantez hervez youl ar roue kozh. Nemet ne oa ket gwallgaret ar rejantez, ha skoazell ebet n'he devoa nemet hini Afonso, kont Barcelos, bastard da João Iañ. Bloaz goude e tivizas ar c'h-[[Cortes]] tennañ ar rejañs digant ar rouanez d'he reiñ da Pedro.
 
 
[[Rummad:Istor Portugal]]