Pedro, Dug Coimbra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Portugaleg evit un dra saoz ?
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
En 1415, e kemeras perzh gant e dad en aloubadeg [[ Ceuta]], hag anvet e voe da varc'heg en deiz war-lerc'h ma voe kemeret kêr, er voskeenn nevez kristenaet. Unan eus duged kentañ Portugal e voe.
 
Pa varvas e vreur [[Duarte Iañ]] en 1438, e voe anvet e vab [[Afonso V |Afonso]] da roue, met peogwir e oa bihanik e voe anvet e vamm intañvez, [[Leonor Aragon (rouanez Portugal)]], da rejantez hervez youl ar roue kozh. Nemet ne oa ket gwallgaret ar rejantez, ha skoazell ebet n'he devoa nemet hini Afonso, kont Barcelos, bastard da João Iañ. Bloaz goude e tivizas ar c'h-[[Cortes]] tennañ ar rejañs digant ar rouanez d'he reiñ da Pedro. Klask a reas Pedro digreskiñ galloud an tiegezhioù uhel, a oa evel rouantelezhioù er rouantelezh end-eeun, ha kreskiénkreskiñ galloud ar roue diwar o c'houst.
 
Ar c'hont Alfonso de Barcelos, enebour personel Pedro, a oa deuet da vout eontr muiañ karet ar roue, ma c'hallas kreskiñ e c'halloud er vro. En 1442 e roas ar roue da Afonso an titl a dug Bragança. Gant an titl-se hag an douaroù stag outaénoutañ e teuas da vout galloudusañ den Portugal hag unan eus pinvidikañ tud Europa. Evit kreñvaat e bouez evel rejant e timezas Pedro e verc'h Isabel d'ar roue Alfonso V en 1445.
 
D'an 9 a viz Mezheven 1448 e teuas ar roue en oad da ren ervat, ma rankas Pedro daskor e c'halloud da Alfonso V. D'ar 15 a viz gwengolo er bloaz-se e voe diskaret gant Alfonso V an holl lezennoù savet e-pad ar rejañs. Un toullad bloavezhioù goude, e tisklêrias ar roue, gant skoazell dug Bragança, brezel da Bedro.
 
Trec'het e voe dug Coimbra en [[emgann Alfarrobeira]] ha lazhet en emgann, d'an 20 a viz Mae 1449.