George Michael : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempennig...
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
Georgios Kyriacos Panayiotou a oa bet ganet e [[East Finchley, Londrez]] d'ar [[25 a viz Mezheven]] [[1963]]. An tad, Kyriacos Panayiotou, a oa ur pretiour a orin Gresianek-Chipriek a oa deuet da vevañ e Londrez er bloavezhioù 1950 hag a gemmas e anv gant ar stumm Jack Panos. Mamm George Michael, Lesley Angold (ganet Harrison; 1937–1997), a oa ur gorollerez Saoz. George Michael a dremenas darn e vugaleaj e Kingsbury, Londrez, e ti e dud bet prenet nebeut amzer goude ma voe ganet eñ. Skoliataet e oa bet e [[Kingsbury High School]]. Div c'hoar henañ a oa dezhañ Yioda ha Melanie.
 
Pa oa oadet a zek vloaz ar familh a dilojas betek Radlett, [[Hertfordshire]]. Eno e voe skoliataet George Michael er [[Bushey Meads School]] er gêriadenn nepell [[Bushey]]. Eno e kejas gant Andrew Ridgeley a zeuas da vezañ e gamalad ha gant an amzer an eil ezel d'an duo [[Wham!]]. An daou gañfard o devoa ar memes c'hoant da zont da vezañ sonerien a vicher. George Michael a grogas gant seniñ e trenioù-buzug Londrez gant kanaouennoù evel "'39" gant [[Queen]]. Kroget e voe da vezañ un DJ goude-se, o c'hoari e boestoù-noz pe skolioù tro-dro Bushey, Stanmore, pe Watford. Goude-se e voe ezel d'ur strollad berrbad [[ska]] [[the Executive]], gant e gamalad Ridgeley, Paul Ridgeley ar vreur, Andrew Leaver, ha David Mortimer (anavezety goude-se evel David Austin).
 
== Liammoù diavez ==