Proviñsoù Illiria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Italy_c_1810.png | thumb| [[Proviñsoù Illiria]], kemeret gant [[Bro-C'hall]] digant [[Aostria]] e 1805.]]
 
'''Proviñsoù Illiria''' (''Provinces illyriennes'' e galleg) a oa bet kemeret gant [[Bro-C'hall]] e [[1805]] diwar-goust [[impalaeriezh Aostria]], hag adkemeret ganti en [[1813]].
 
 
==Istor==
Savet e voe Proviñsoù Illiria gant un dekred impalaerel d'ar 14 a viz Here 1809, goude da Impalaeriezh Aostria koll [[emgann Wagram]] ha sinañ [[feur-emglev Schönbrunn]], ha neuze leuskel gant Bro-C'hall tachennoù [[Karintia Uhel]] (Villach), [[Carniole]], Kroatia er mervent d'ar [[Save]], [[Gorizia]] ha [[Trieste]]. Bodet e voe an holl zouaroù-se d'ober ''Proviñsoù Illiria'', ha lakaet ar gêr-benn e Laybach (a zo kêr-benn [[Slovenia]] hiriv, hogen anvet [[Ljubljana]]). Ouzhpenn-se e voe staget outo
*[[Republik Ragusa]] (hiriv [[Dubrovnik]]), a oa bet staget ouzh Bro-C'hall e 1808,
*[[Dalmatia]], a oa staget ouzh [[Rouantelezh Italia]] abaoe 1805.