Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
→‎Defaultsort: rann nevez
Linenn 322:
:Kavout a reer "bourlagad kirie" e-barzh "TermOfis", evel ma kaver meur a anv all, bet kavet da gentañ e-barzh labourioù Pêrig Herbert, embannet e-barzh Hor Yezh. Diouzh a ouzon eo bet degemeret anvadurioù P. Herbert gant Ofis ar Brezhoneg, evel m'int bet degemeret ivez e geriadurioù (An Here, Ménard). Gant P. Herbert eo bet graet al labour avat. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 3 Gen 2017 da 16:58 (UTC)
::Trugarez. Dre n'emañ ket ganin an niverennoù eus Hor Yezh a oa bet embannet labourioù P. Herbert enne, n'on ket evit divinout kement-se, siwazh din. Kompren a ran ho tisplegadennoù petra bennak ma kavan gwall ''iskis'' e vefe skrivet "studiet" gant OPaB ma ne voe ket kaset al labour-se da benn gant tud TermOfis ! An darn vrasañ eus ar pennadoù gouestlet d'an evned a oa bet boulc'het gant an implijer Gouerouz ma ne fazian ket : domaj eo n'en dije ket soñjet ouzhpennañ an daveennoù a ra diouer dimp bremañ... Rak, gant-se, kalz luzietoc'h eo al labour freskaat. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 3 Gen 2017 da 17:20 (UTC)
 
== Defaultsort ==
 
Demat deoc'h,
just ur goulenn evit gouzout da betra servij "DEFAULTSORT"?
A galon