Guillaume Ricou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astennig...
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Guillaume Ricou''' (Gwilherm Rikoù hervez [[Lukian Raoul]]<ref>''[[Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien]]'', Al Liamm, 1992, pajenn 365.</ref>), bet ganet e [[Tremael]]<ref>Un [[Trev (anv-lec'h)|drev]] eus Plistin d'ar c'houlz-se.</ref> ([[Bro-Dreger]]) d'ar [[17 a viz C'hwevrer]] [[1778]] hag aet da Anaon er memes kêr d'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1848]], a oa ur mojennour ha skrivagner [[brezhoneg]].
 
Desavet e voe gant e dud — Yann Rikoù ha Mari ar Saoz — a oa devezhourien o-daou. Dre ma tiskoueze bezañ troet gant ar studioù — desket en devoa lenn ha skrivañ tost e-unan-penn — e kelennas personed [[Plistin]] ha [[Plufur]] un tamm [[latin]] dezhañ. Oadet a eizh vloaz warn-ugent ez eas d'ar skolaj stag ouzh kloerdi bras [[Sant-Brieg]] e miz Here [[1806]]. Ne oa ket tonket da vont da veleg ha, d'an [[12 a viz Genver]] [[1807]], ec'h euredas da Marie-Jeanne Salou ([[1785]]-?) : mont a reas an dud nevez d'ober o annez e Plufur ma adkrogas '''Guillaume Ricou''' gant e vicher a labourer-douar.
 
==Oberennoù==