Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26:
N'he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep d'ar yezhoù disheñvel eus ar [[galleg]] met adal an [[Dispac'h gall]] eo bet cheñchet an traoù. Kroget ez eus bet da zeskiñ galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet [[patois]] anezho en un doare dismegañsus. E Breizh peurgetket, a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar [[bloavezhioù 1960]], da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer [[bugel|bugale]] dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.
 
Hiziv an deiz ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo "''yezh ar Republik" republik'' e vez komzet brezhoneg gant e-tro 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz [[1930]]). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat a lavar splann an traoù : "Il est interdit de cracher par terre et de parler breton". E penn-kentañ an {{XXvet kantved}} ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz [[1950]] ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.
 
Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar [[yezh keltiek]] nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch [[mellad]] 2 ar [[bonreizh|vonreizh]] bet degemeret er bloaz [[1994]] hag a embann "La langue de la République est le [[Galleg|français]]".