Joseph Fouché : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
n
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Fouché Joseph Duke of Otranto.jpg|thumb|Joseph Fouché taolennet evel dug]]
'''Joseph Fouché''', moranvet ''Fouché de Nantes'' pe ''Le mitrailleur de Lyon'', dug Otrante, kont Fouché, a oa ur politikour gall, ganet d'an [[21 a viz Mae]] [[1759]], er [[Pentelloù]] e-tal [[Naoned]], ha marvet d'ar [[26 a viz Kerzu]] [[1820]] e [[Trieste]].
 
Linenn 4 ⟶ 5:
 
Joseph Fouché a oa deuet a-benn da dremen e-bioù an holl kouezhadennoù strolladoù pe galloud etre penn-kentañ ar Reveulzi, betek bezañ skarzhet eus Bro-C'hall dre m'en devoa votet marv ar roue [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]]. E-kreizh ar jeu politikel emañ dibaouez.
[[Restr:Fouché a Lyon drawn by Raffet 1834.png|thumb|Joseph Fouché taolennet evel "Mindrailher Lyon"]]
 
Da gentañ e voe Girondins, goude bezañ votet marv ar roue e voe Montagnards. Skarzhet e voe eus ar Jakobined evit bezañ bet laer ha torfedour gwadus Lyon betek lakaat Robespierre da vezañ heuget. Kemeret en devoe perzh e kouezhadenn ar Venezidi ha Robespierre dre aon bezañ dibennet evit e torfedoù diniverus. Ur wech pilet e ez kamaraded e teue a-benn da chom hep bezañ kastizet garv evel darn ar Venezidi. A-gostez en em gav eus ar Reveulzi, dont a raio a-benn memestra da zistreiñ betek tizhouet penn ar polis kuzh evit ar Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799). E-pad Ren ar C'hoñsul hag ar c'hentañ impalaeriezh e chomo er memes plas. Goude [[Kampagn Rusia]] e gompren ez eo echu evit an impalaeriezh, kregiñ a ra gant marc'hata evit aesaat donedigezh ren [[Charlez X (Bro-C'hall)|Charlez X]]. Ne gemeras ket perzh er galloud ur wech kouezhet an Impalaeriezh. Distreiñ a raio hag-un-dro e-pad ar c'hant devezh (Les Cent-Jours) lec'h ma voe adlakaet evel ministr ar polis. E-pad ma oa Napoleon ouzh ar stourm e oa eñ penn gwirion Bro-C'hall. Plijet bras gant e post, gouzout a ra ne bado ket neuze e-sav liammoù gant ar roueelourien evit saveteiñ e vuhez ha klask derc'hel ar vro en un tamm unvan. Kouezhañ a raio a-benn ar fin ha da vat ur wech lakaet e-plas lezenn an [[12 a viz Genver]] [[1816]] (''loi du 12 janvier 1816'') o pinijañ an dud o devoa votet marv [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]].