Guillaume Ricou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Astennig...
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
'''Guillaume Ricou''' (Gwilherm Rikoù hervez [[Lukian Raoul]]<ref>''[[Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien]]'', Al Liamm, 1992, pajenn 365.</ref>), bet ganet e [[Tremael]]<ref>Un [[Trev (anv-lec'h)|drev]] eus Plistin d'ar c'houlz-se.</ref> ([[Bro-Dreger]]) d'ar [[17 a viz C'hwevrer]] [[1778]] hag aet da Anaon er memes kumun d'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1848]], a oa ur mojennour ha skrivagner [[brezhoneg]].
 
Desavet e voe gant e dud — Yann Rikoù ha Mari ar Saoz — a oa devezhourien o-daou. Dre ma tiskoueze bezañ troet gant ar studioù — desket en devoa lenn ha skrivañ tost e-unan-penn — e kelennas personed [[Plistin]] ha [[Plufur]] un tamm [[latin]] dezhañ. Oadet a eizh vloaz warn-ugent ez eas d'ar skolaj stag ouzh kloerdi bras [[Sant-Brieg]] e miz Here [[1806]]. Ne oa ket tonket da vont da veleg ha, d'an [[12 a viz Genver]] [[1807]], ec'h euredas da Marie-Jeanne Salou ([[1785]]-?) : mont a reas an dud nevez d'ober o annez da Blufur ma adkrogas '''Guillaume Ricou''' gant e vicher a labourer-douar.
 
Kavet un dastumad fablennoù gant [[Aisopos]] gantañ e krogas d'o zreiñ, pe o azasaat kentoc'h, e brezhoneg tra m'edo o labourat an douar en e barkoù. Deuet barregezh dezhañ war an danvez e pellaas diouzh skouer orin ar fablennoù [[henc'hresianeg]] tamm-ha-tamm. Goude ma voe prenet e zornskrid gant ur mouller eus [[Montroulez]] n'eo nemet e [[1828]] ma voe embannet an oberenn.
 
N'ouzer ket re pegoulz resis e kejas '''Ricou''' gant ar pastor [[kembre]]at John Jenkins ([[1807]]-[[1872]]) a zistroas anezhañ ouzh ar gredenn [[Protestantiezh|brotestant]].
 
==Oberennoù==
* ''Fablou Esop, troët en brezoneg'', Ti-moullerezh Gwilmer, [[Montroulez]], [[1828]]
* ''Fablennou Troet euz a Latin en Brezonek'', Moullerezh ar Bobl, [[Karaez]]
:levr kentañ (eus 1 da 42), [[1910]]
Linenn 11 ⟶ 14:
:trede levr (eus 127 da 160), [[1911]].
 
==LiammLiammoù diavaez==
*{{br}} [https://br.wikisource.org/wiki/Fablou_Esop Fablou Esop troët en brezonec e W<small>IKIMAMMENN</small>.]
*{{br}} [http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=fablennou-gant-g-ricou-4591&l=br Fablennou Troet euz a Latin en Brezonek el lec'hienn Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat.]