Loeiz XVI (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
Dimezet e voe da [[Maria Antonia Aostria (1755-1793)|Maria Antonia Aostria]] ([[1755]]-[[1793]]), anavezet ivez evel [[Marie-Antoinette Bro-C'hall]]. Roue e voe a c'houde e zad-kozh [[Loeiz XV]] e [[1774]]. Breur henañ e oa da [[Loeiz XVIII (Bro-C'hall)|Loiz XVIII]] ha [[Charlez X]] a zeuio da vezañ roueed Bro-C'hall.
== Ren ==
Pignat a ra war an tron da 19 vloaz. Diouzhtu e voe o talñ ouzh kudennoù lies dreist-holl goude ma voe bet kemeret perzh gant rouantelezh Bro-C'hall e [[Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet|Brezel dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika]], ouzhpenn da-se e oa kudennoù arc'hant drastus gant e vro. Adkempenner gwan, o cheñch ali alies, klask a rae degas kemmoù d'ar vonarkiezh gant sikour e maodierned. Adlakaet e voe e-plas ar parlamantoù, kempennet gwir an dud (fin ar jahinerezh aotreet e 1781 ha 1788, lammet statud ar served en domani roueel e 1779, roet lamm d'ar [[Leibzoll|gwirioù-treizh korfel evit yuzevien]] Elzas e 1784, skrid-emglev lez-ober evit ar brotestanted e 1787) .
 
Stankañ a reas da geñver an tailhoù hag arc'hantaouiñ ar rouantelezh (adkempennoù e 1774-1776, 1781, 1787 div wech). Mennozh lakaat e-plas un tailh eeun ingal evit holl sujidi ar vro e-plas an tailh dizingal [[taille]]. An noblañs a robenn a-sav a-enep kreñv, difenn a reont o dreist-gwirioù e parlamant Pariz ha lez Versailles e voe an enebiezhioù kreñvañ. Louis XVI en devoa klasket tremen e-bioù e enebourien evit degas adkempennoù en ur ginnig e vennozhioù dirak un emvod pennoù-bras e 1787 ha goude-se e-pad emvod ar [[Stadoù-Meur (1789)|Stadoù-meur]] e 1789.
 
== Darvoudoù pouezus ==
* [[Testamant Loeiz XVI]]