The Elder Scrolls V: Skyrim : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:The Elder Scrolls V - Skyrim logo.png|thumb|Logo The Elder Scrolls V - Skyrim]]
'''The Elder Scrolls V: Skyrim''' berraet e '''Skyrim''' zo ur c'hoari video rolroll doare bed digor sevent gant ar studio [[Bethesda Game Studios]] hag embannet gant [[Bethesda Softworks]]. Ar pemvet rann ez eo d'an [[Heuliad c'hoarioù video|heuliad c'hoarioù video]] [[The Elder Scrolls (heuliad c'hoarioù video)|The Elder Scrolls]], goude [[The Elder Scrolls IV: Oblivion]]. Skyrim a oa bet embannet dre ar bed holl d'an [[11 a viz Du]] [[2011]] war [[Microsoft Windows]], [[PlayStation 3]], hag [[Xbox 360]]. Teir ouzhpennadur doare [[DLC]] a oa bet embannet: Dawnguard, Hearthfire, ha Dragonborn. Kendeuzet eo bet ar c'hoari diazez gant an holl DLC en embannadur The Elder Scrolls V: Skyrim – Legendary Edition, a oa bet embannet d'ar [[7 a viz Even]] [[2013]] evit Europa. Un doare adsevel anvet The Elder Scrolls V: Skyrim – Special Edition a oa bet embannet war Windows, [[Xbox One]], ha [[PlayStation 4]] d'an [[28 a viz Here]] [[2016]]. An embannadur-se a oa deuet maez gant an holl DLC kement hag un adsevel eus ar grafikoù war koñsolennoù pe urzhiataer hag un aotre da sevel modoù (gant ostilhoù profet).
[[Restr:Polcon 2015 Skyrim cosplay.JPG|thumb|[[Cosplay]] eus Skyrim er [[Polcon]] 2015]]
Istor pennañ Skyrim a vez savet tro-dro an dudenn krouet gant ar c'hoarier e-penn kentañ ar c'hoari ar pal a zo da drec'hiñ an aerouant Alduin the World-Eater, un aerouant a c'hellfe distrujañ ar bed hervez ur vojenn. Istor ar c'hoari a dremen 200 vloaz goude hini [[The Elder Scrolls IV: Oblivion|Oblivion]] en ur proviñs ijinet hini Skyrim.
 
{{DEFAULTSORT:Elder Scrolls V: Skyrim}}
[[Rummad:RPG]]
[[Rummad:C'hoarioù video 2011]]
[[Rummad:Bethesda Game Studios]]