Guillaume Ricou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astennig...
Astennig...
Linenn 5:
Kavet un dastumad fablennoù gant [[Aisopos]] gantañ e krogas d'o zreiñ, pe o azasaat kentoc'h, e brezhoneg tra m'edo o labourat an douar en e barkoù. Deuet barregezh dezhañ war an danvez e pellaas diouzh skouer orin ar fablennoù [[henc'hresianeg]] tamm-ha-tamm. Goude ma voe prenet e zornskrid gant ur mouller eus [[Montroulez]] n'eo nemet e [[1828]] ma voe embannet an oberenn.
 
N'ouzer ket re pegoulz resis e kejas '''Ricou''' gant ar pastor [[kembre]]at John Jenkins ([[1807]]-[[1872]]) a zistroas anezhañ ouzh ar gredenn [[Protestantiezh|brotestant]]. Gantañ en devoa kenlabouret da adwelet ''[[Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr]]'', an droidigezh eus ar [[Bibl]] kaset da benn gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]] ([[1775]]-[[1838]]) a vo embannet e [[1866]] e [[Sant-Brieg]] a-benn ar fin.
 
Tad-kozh e oa d'ar pastor protestant ha skrivagner brezhonek [[Gwilh ar C'hoad]] ([[1845]]-[[1914]]).
 
==Oberennoù==