Islavarenn : diforc'h etre ar stummoù

3 458 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Riñset ar bajenn)
No edit summary
Er [[yezhoniezh]] e vez lavaret '''islavarenn''' (e [[saozneg]] : [[:en:Dependent clause|''dependent clause'']] pe ''subordinate clause'') eus ul [[lavarenn]] hag a zo bet staget ouzh ul lavarenn all a zo [[lavarenn dizalc'h|dizalc'h]], rak n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan evel ur [[frazenn]] beurglok na reizh hervez reolennoù ar [[yezhadur]].
 
Neuze e teu al [[lavarenn dizalc'h]] da vezañ [[pennlavarenn]], hag al lavarenn stag outi da vezañ un '''islavarenn''' (eus ''is'', ''izel'') dre m'eo renet gant ar bennlavarenn. A-wechoù e vo stag an islavarenn ouzh ar rener (ha neuze e vez anvet [[islavarenn-stag]]), a-wechoù ouzh ar [[prezegad]], ha neuze e vo evel ur renadenn, ha meur a seurt zo eus ar re-se.
 
==Elfennoù an islavarenn==
Peurliesañ e krog un islavarenn gant ur ger (pe meur a hini) karget da liammañ, pe da [[isurzhiañ]], lakaet dirak ur [[rannfrazenn]]. A bep seurt gerioù isurzhiañ zo, hervez an islavarennoù, hag a-wechoù hervez pe er stumm-kadarnaat pe er stumm-nac'h emañ ar verb enne.
 
==Ar seurtoù islavarennoù==
Setu ar seurtoù islavarennoù :
*an [[islavarenn-stag]], stag ouzh un anv-kadarn pe ouzh ur raganv a zo er bennlavarenn, a c'haller gwelout evel un anv-gwan;
;''An den ''a welez ahont'' zo ur poliser kuzh.''
*an [[islavarenn-diskuliañ]], stag ouzh verb ar bennlavarenn, a zo evel ne vern pe renadenn eeun;
;''Ar poliser a grede ''e oan ur muntrer''.''
*an [[islavarenn-doareañ]], stag ouzh verb ar bennlavarenn, a zo evel ne vern pe renadenn-doareañ (pe adverb-doareañ). Meur a stumm lavarenn-doareañ zo, hervez ma verkont an amzer, al lec'h, an abeg ...
;"Deskiñ a ra un dra nevez e kement lec'h ma'c'h a";
 
E meur a yezh e talvez ar [[Ger stagañ|gerioù stagañ]] da stagañ un islavarenn ouzh ul lavarenn dizalc'h, gantañ an hevelep arc'hwel hag un [[anv-gwan]] hervez framm [[kevreadurezh]]el ar frazenn, da skouer e [[saozneg]] :
 
: "The man '''who''' I saw"
: "(An den '''a''' welis")
 
E [[brezhoneg]] e vez implijet ar [[rannig verb|rannoùigoù verb]] "a/e" ha "ma" e seurt degouezhioù :
 
: "An den '''a''' garan"
: "An hini '''e''' oan o soñjal ennañ"
: "An hini '''ma''' oan o soñjal ennañ"
 
E degouezhioù all e c'hell en em derc'hel un islavarenn stag evel un [[Anv-kadarn|anv]], da skouer evel [[renadenn eeun]] ar verb er bennlavarenn :
 
: "Piv a gompren perak ne lâras netra?"
: "N'ouzon ket '''hag-eñ''' e teuio"
 
Graet e vez "[[frazenn gevrennek]]" eus ur frazenn enni ul lavarenn emren (pe "bennlavarenn") mui un islavarenn stag d'an nebeutañ, da skouer :
 
: <u>Frazenn gevrennek</u>
:: "Youc'hal a reas ma c'hoar rak gloazañ he biz a reas"
::: Renerion: "ma c'hoar" / "(hi)) ([[amraganvelezh]])
::: Prezegadoù: "youc'hal a reas" / "gloaziañ a reas he biz"
::: Stagell isurzhiañ: "rak"
 
Ouzhpenn-se e c'heller liammañ frazennoù kevrennek a-seurt-se ouzh frazennoù eeun all pe frazennoù kevrennek all gant stagelloù evit sevel [[frazenn gevrennek liesrann]], da skouer :
 
: <u>Frazenn gevrennek liesrann</u>
:: "Pa lârjont din em boa gounezet ar redadeg e vousc'hoarzhis met ne semplis ket"
::: Renerion: "int" / "me" / "me" / "me"
::: Prezegadoù: "lârjont din" / "gounezet ar redadeg" / "mousc'hoarzhis" / "semplis"
::: Stagell isurzhiañ: "pa", "e"
::: Stagell kenurzhiañ: "met"
 
== Gwelit ivez: ==
* [[Lavarenn]]
* [[Lavarenn dizalc'h]]
* [[Frazenn]]
* [[Rannfrazenn]]
* [[Frazenn gevrennek]]
* [[Frazenn liesrann]]
 
[[Rummad:Kevreadurezh]]
192 992

edits