Guillaume Ricou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Guillaume Ricou''' (Gwilherm Rikoù hervez [[Lukian Raoul]]<ref name="Raoul">''[[Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien]]'', Al Liamm, 1992, pajenn 365.</ref>), bet ganet e [[Tremael]]<ref>Un [[Trev (anv-lec'h)|drev]] eus Plistin d'ar c'houlz-se.</ref> ([[Bro-Dreger]]) d'ar [[17 a viz C'hwevrer]] [[1778]] hag aet da Anaon er memes kumun d'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1848]], a oa ur mojennour ha skrivagner [[brezhoneg]].
 
Desavet e voe gant e dud — Yann Rikoù ha Mari ar Saoz — a oa devezhourien o-daou. Dre ma tiskoueze bezañ troet gant ar studioù — desket en devoa lenn ha skrivañ tost e-unan-penn — e kelennas personed [[Plistin]] ha [[Plufur]] un tamm [[latin]] dezhañ. Oadet a eizh vloaz warn-ugent ez eas d'ar skolaj stag ouzh kloerdi bras [[Sant-Brieg]] e miz Here [[1806]]. Ne oa ket tonket da vont da veleg ha, d'an [[12 a viz Genver]] [[1807]], ec'h euredas da Marie-Jeanne Salou ([[1785]]-?) : mont a reas an dud nevez d'ober o annez da Blufur ma adkrogas '''Guillaume Ricou''' gant e vicher a labourer-douar. Nav bugel — Jean-Marie, Marie-Françoise, Claudine, Marie-Louise, Guillaume, Jean-Marie, Jean, Marie-Jeanne ha Marie Jeanne — o devoe etre 1807 ha [[1826]] hag unan eus o merc'hed-bihan a euredas d'ar pastor protestant ha skrivagner brezhonek [[Gwilh ar C'hoad]] ([[1845]]-[[1914]]).
 
Kavet un dastumad fablennoù gant [[Aisopos]] gantañ e krogas d'o zreiñ, pe o azasaat kentoc'h, e brezhoneg tra m'edo o labourat an douar en e barkoù. Deuet barregezh dezhañ war an danvez e pellaas diouzh skouer orin ar fablennoù [[henc'hresianeg]] tamm-ha-tamm. Goude ma voe prenet e zornskrid gant ur mouller eus [[Montroulez]] n'eo nemet e [[1828]] ma voe embannet an oberenn.<br>
Hervez Lukian Raoul<ref name="Raoul"/> en dije savet "prederiadennoù filozofel hag un droidigezh eus ''[[L'Avare|L'Avare ou l'École du mensonge]]''" (ur pezh-c'hoari gant [[Molière]] ([[1622]]-[[1673]]) hep na vijent embannet.
 
N'ouzer ket re pegoulz resis e kejas '''Ricou''' gant ar pastor [[kembre]]at John Jenkins (1807-[[1872]]) a zistroas anezhañ ouzh ar gredenn [[Protestantiezh|brotestant]]. Gantañ en devoa kenlabouret da adwelet ''[[Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr]]'', an droidigezh eus ar [[Bibl]] kaset da benn gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]] ([[1775]]-[[1838]]) a vo embannet e [[1866]] e Sant-Brieg a-benn ar fin.
 
En e gozhni e talc'has ostaleri en e [[parrez|barrez]] c'henidik, a-gevret gant e wreg Mari-Janed. Lidet e voe e oferenn gañv gant e vignon ha kengredenneg Jenkins.
 
==Oberennoù==