Gwilh ar C'hoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astennig...
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Gwilh ar C'hoad''', bet ganet d'ar [[27 a viz Eost]] [[1845]] e [[Tremael]], ha marvet eno d'ar [[1añ Meurzh|1{{añ}} a viz Meurzh]] [[1914]], a oa pastor protestant ha skrivagner brezhonek.
 
E dad-kozh, [[Gwilherm Rikou]], a oa bet o kenlabourat gant ar pastor [[John Jenkins]] evit adwelet an droidigezh eus ar [[Bibl]] a oa bet graet gant [[ar Gonideg]]. Rikou e-unan ne oa ket [[protestantiezh|protestant]] c'hoazh<ref>Distreiñ a reas ouzh ar gredenn brotestant diwezhatoc'h, e dibenn e vuhez.</ref> met e verc'h a oa, hag hi skolaerez dimezet d'ur botaouer.
 
Abred a-walc'h e voe taolet evezh ouzh o mabig Gwilh, gant person ar barrez met ivez gant John Jenkins. Gant ar pastor kembreat-se e voe kaset ar paotrig da dremen konkour Skol-vistri brotestant [[Courbevoie]] ha d'ober e studioù di. Distreiñ a reas Gwilh ar C'hoad da Dremael e 1866, gant un diplom a roe an tud dezhañ d'ober skol.