Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
* Ar mennozhioù nevez diwanet ha kroget da vezañ lakaet e pleustr er Stadoù-Unanet hag ouzhpenn-se degaset en-dro gant stourmerien bro C'hall distroet d'o vamm-vro ([[Armand Tuffin de La Rouërie]] da skouer).
 
Fall ez eo stad ar vro, berr eo an arc'hant gant an rouantelezh c'hall ha ret eo sevel tailhoù nevez evit dont a-benn da chom hep ober freuz-stal. Ar gudenn a vez ez eo goulennet an holl strivoù gant an [[Trede Urzh-urzh]] (97% eus ar boblañs, ar re-se o vezañ produerien pinvidigezh ar vro) dre ma z'eo didailh pe dost an urzhioù all Noblañs hag Iliz.
 
An Dreist-gwirioù gounezet pe dre ar gwad (Noblañs) pe dre bezañ fiziet kargoù (Iliz) a ro tro da vezañ goulennet nebeut a dailhoù padal evit an dud er-maez eus ar strolladoù-se n'eus ket tu da chom hep paeañ. Muioc'h-mui e vez gwelet gant tud an [[Trede-Urzhurzh]] emaint o paeañ evit ar re all hag evit difenn sistem an urzhioù padal inti ne gounezont tra ebet e gendalc'hfe an aozadur kevredigezhel-se da zreist-vevañ ar grizenn arc'hant.
 
Er bloavezhioù 1780 e teu anat d'an tri urzh ha d'ar roue [[Loeiz XVI]] ez eo ret kaout kemmoù er gevredigezh, n'eo ket sklaer c'hoazh peseurt doare kemmoù memes e pep urzh e vezo kavet c'hoantoù disheñvel:
Linenn 43:
 
=== Touadenn ar c'hoari Paume ===
Buan a-walc'h e gompren kannaded an [[Trede-Urzhurzh]] ne vo nemet traoù dister dre an emvod. Gortozet e vez eus outo chom peoc'h pe asantiñ d'an tailhioù nevez.
== Hañv 1789 ==
[[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]] a ra vann bezañ a-du gant an Trede-Urzhurzh. En gwirionez adal ar 26 a viz Even en devoa bet degaset bagadoù soudarded (20 000 soudard eus korfadoù estren) e Pariz gant ar pal degas an urzh pa oa reuz er gêrbenn abaoe meur a sizhun. Pobl Pariz a oa kounaret ha dipitet dija. Ar vourc'hizien a zo dipitet: betek-henn ne oa ket netra anat dibabet e-pad tabutoù Versailles hag aon o deus ne badfe ket ar vodadeg. Ar bobl munut eñ en doa aon rak ar soudarded a c'hellfe troc'hañ linennoù pourveziñ Pariz. Goude [[brezel ar bleudoù]] ha gounezerezh fall ar bloavezh 1788, priz ar bara a zo d'an uhelañ. Penn-kentañ miz Gouhere, emsavadegoù a grog en harzoù [[octroi]].
 
Ar roue a skarz e maodierned gwelet evel frankizourien betek-re, e-touezh anezho Necker, penn maodiern an arc'hant, lakaet er-maez d'an 11 a viz Gouhere. Ar c'heloù a erru e Pariz d'an 12. Goude merenn e liorzh ar palez roueel, ar c'hazetenner [[Camille Desmoulins]] a vount war ar bobl evit en em lakaat prest d'en em zifenn. Evitañ e oa skarzhadenn Necker un dagadenn a-enep ar bobl. E liorzh an Tuileries kement hag en Invalides, ar barizianiz a vez talet outo gant soudarded ar rejimant [[Regiment de Royal-Allemand]] gant en e benn ar priñs eus Lambesc. Rebechet e vez d'e soudarded da vezañ lazhet dibunerien.