Jacques-Louis David : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Jacques-Louis David''', a oa ul livour hag ezel d'ar [[Koñvañsion vroadel|Goñvañsion vroadel]] c'hall ganet d'an [[30 a viz Eost]] [[1748]] e [[Pariz]] ha marvet d'an [[29 a viz Kerzu]] [[1825]] e [[Bruxelles]]. Gwelet eo evel penn al luskad nevezklasel, el liverezh dreist-holl. Degaset en devoa un troc'h da geñver an arz galant ha pampalart a oa el livadurioù rococo eus an XVIIIvet kantved. Al luskad-se gant [[François Boucher]] ha [[Carl Van Loo]] na blije ket da David a yeas neuze gant un hent e-liamm gant an hengoun klasel doare [[Nicolas Poussin]] en ur adkemer tresoù gresia ha Roma kozh. Ar pal hervez David a oa da glask « adneveziñ an arzoù en ur ziorroiñ un doare livañ hag a c'hellfe bezañ bet degemeret evel o re a gant tud klasel gresia ha Roma kozh»
 
Stummet en [[Académie royale de peinture et de sculpture]], brudet e voe adal [[1784]] gant an daolenn ''[[le Serment des Horaces]]''. Ezel d'an akademiezh roueel, deuet e voe da vezañ enebour dezhi e-pad an [[Dispac'h gall]] er memes mare e-krog gant ur vuhez politikour en ur zont da vezañ kannad d'ar [[Koñvañsion vroadel|C'hoñvañsionGoñvañsion vroadel]] ouzhpenn da-se e voe unan eus pennoù meur [[Fête révolutionnaire|Gouelioù ar Reveulzi]].
 
Votet en devoa evit marv [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]], kamalad bras e voe gant [[Maximilien de Robespierre]] ar pezh a zegasas dezhañ kudennoù pa voe roet lamm d'e ren. David a voe toullbac'het. E-pad mare ar [[Bodad-ren]] e ro un harz d'e obererezhioù politikel dont a ra da vezañ ezel d'an [[Institut de France]], entanet bras e oa gant [[Napoleon Bonaparte]]. En em lakaat a ra d'e servij pa voe erruet mare an [[Impalaeriezh C'hall Kentañ|Impalaeriezh]], sevel a raio neuze evitañ e bennoberenn [[Le Sacre de Napoléon]].