Tenochtitlan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
objektivelezh
Linenn 5:
 
== Trevadenniñ an Tenochtitlan ==
Da-heul dizoloadenn Amerika gant Kristof Koulm, e 1492, a oa o klask un hent kenwerzh nevez evit treuzkas ar marc'hadourezhioù prizius, aour ha spisoù, e krogas neuze ur redadeg etre Stadoù trevadennel vrasañbrasañ ar mare, Portugal ha Spagn, evit kenwerzhiñ, trevadenniñ, avielañ ar pobloù "gouez" hag evit pinvidikaat o impalaeriezh.
 
A-raok donedigezh ar Spagnoliz e veve war dachenn Mec'hiko a-hiziv, an Dolteked az eas diwar-wel war-dro ar bloavezh 1200. Er XIVvet kantved e tiskennas ur milerad a Azteked, renet gant an Tlacatecuhtli, eus an Norzh hag en em staljont e 1325 en Tenochtitlan, e-kreiz al lenn Texcoco, en un draonienn, en ul lec'h aes da zifenn, goude bezañ bet gwelet un erer war ur fleur pik en e skilfoù ur figez barbari.  E 150 bloaz e teuas ar bobl brezelour-se da vezañ mestr war ar meuriadoù amezeg, oc'h implijout gouiziegezhioù an Dolteked a soñje d'an Azteked e oant o hendadoù. An Tenochtitlan a oa kêrbenn un  impalaeriezh a 10-15 million a annezad, renet gant an Tlaoni, enni 300 000 annezad a gomze an Nahua, a skrive gant hieroglifoù hag a studie an astronomiezh. Krediñ a raent e meur a zoueed, da skouer: Tlaloc (glav), Quetzalcoatl (sarpant pluñvet) ha Huitzilopochtli (brezel). Hervezo e oa ret o magañ evit daleañ fin ar bed.