Pont Akashi Kaikyō : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Pont Akashi Kaikyō '''Pont Akashi Kaikyō''' (明石海峡大橋 '''Akashi Kaikyō Ō-hashi''') zo ur pont uhel a ra al liamm etre kê..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 5 C'hwe 2017 da 12:23

Pont Akashi Kaikyō (明石海峡大橋 Akashi Kaikyō Ō-hashi) zo ur pont uhel a ra al liamm etre kêr Kobe e tu Honshu betek Iwaya war enezenn Awaji. Tremen a ra dre Akashi Kaikyō evel lodenn eus an hent-bras Honshu-Shikoku. Echuet e oa bet ar savadur e 1998, deuet e oa da vezañ ar pont uhel brashañ er bed gant 1991 metrad. Unan eus doareoù liammañ pennañ eo d'ar steuñv liammañ dre pontoù Honshū ha Shikoku a grouas tri hent adal riblennoù mor ar vro.

Pont Akashi Kaikyō

Istor

A-raok ma vefe savet ar pont, ne oa tu tremen dre strizh-mor Akashi gant bigi dezougen tud nemetken. Ul lec'h dañjerus e oa dre korventennoù lies. E 1955 div vag a oa aet d'ar strad e-pad ur gorventenn, 168 a dud a oa aet da Anaon. Ar boblañs a oa bet strafuilhet ar pezh a vountas war ar gouarnamant japanat da sevel ur steuñv evit talañ ouzh kudenn an dezougen el lec'h-se. Soñjet e oa a-benn ar fin sevel ur pont a-us d'ar strizh-mor. Steuñv kentañ ar gouarnamant a oa bet da sevel ur pont gant un hent-bras hag un hent-houarn, met pa voe kroget ar savadur e miz ebrel 1988, e voe lakaet un harz ha dalc'het an hent nemetken. Ar savadur a anavezer hiziv-an-deiz ne oa ket bet kroget ar sevel e Mae 1988 nemetken gant implij ur c'hant a embregerezhioù. Ar pont a zo bet digoret d'an otoioù d'ar 5 a viz Ebrel 1998 e-pad ul lid, o welet ar priñs Naruhito hag e wreg ar briñsez Masako gant maodiern ar sevel Tsutomu Kawara e-penn an abadenn.