Sponterezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 12:
 
Gant ma ne vez ket kavet un termenadur resis gant an holl vroioù hag aozadurioù e chom amsklaer na peseurt obererezh a zo sponterezh, piv a zo sponter pe stourmer, ha peseurt statud a vez gant ur sponter. Ul lod tud a wel anezho evel soudarded gant ur statud prizoniad soudard a c'hellfe bezañ dalc'het betek fin ur brezel gant ar memes gwirioù evit ar re roet gant [[skridoù-emglev Geneva]]. Evit ul lod tud all ne z'int torfedourien nemetken a rankfe bezañ barnet dirak lezvarnioù foran. Tabut a sav ivez evit gouzout penaos e rankont bezañ dalc'het dre ma vefent ur stumm prizonidi ispisial, hag a rankfe kaout ur stumm dalc'hidigezh a zere dezho o-unan ha neuze disheñvel diouzh an torfedourien all.
[[Restr:Fenians escape Fremantle.jpg|thumb|200px|An [[Irish Republican Brotherhood]] a oa bet unan eus ar c'hentañ aozadurioù oc'h implij kadoniezhoù sponterezh arnevez. Taolenn ar re Fenians o skampañ kuit goude un taol]]
E miz Du 2004, un dezrevell gant sekretourien-meur [[Aozadur ar Broadoù Unanet]] a ziskrivas ar sponterezh evel forzh peseurt oberiadenn gant ar pal " da lazhañ pe gloazañ don trevourien pe tud nann stourmerien en ur glask reiñ aon d'ur boblañs pe rediañ dre an nerzh ur gouarnamant pe un aozadur etrebroadel d'ober pe da chom hep ober un obererezh". O klask diskoulmañ ar gudenn termeniñ en ur gemer e kont kemmoù ar brezel a-vremañ hag ar gadoniezhioù, Paul James ha Jonathan Friedman a ro un diforc'h etre sponterezh stadoù a-enep tud nann stourmerien anezho hag, sponterezh ar stadoù a-enep stourmerien (soudarded pe get) o kemer e kont ar gadoniezh 'Shock and Awe':