Irish Republican Brotherhood : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Green Sunburst Flag.svg|thumb|Green Sunburst Flag pe An Gal Gréine, banniel an Irish Republican Brotherhood]]
An '''Irish Republican Brotherhood/IRB''' ([[iwerzhoneg]]: ''Bráithreachas na Poblachta''; "Breuriezh Republikan Iwerzhonat") a oa ur gevredigezh dispac'hel iwerzhonat krouet d'ar [[17 Meurzh|17 a viz Meurzh]] [[1858]] (e daou lec'h d'ar memes koulz : [[Dulenn]] ha [[New York]]) gant [[James Stephens]] (e Dulenn) ha [[John O'Mahony]] (e New York). Staget e voe ouzh an [[Irish Republican Army]] (IRA) e [[1924]]. Ar pal pennañ a oa krouidigezh ur republik demokratel iwerzhonat.
 
An IRB oa ur gevredigezh kuzh gant kalz a lezennoù hag ur reolennaoueg resis (un tammig evel ar frañmasoned). Ar gevredigezh-mañ a zo un emdroadur eus ar strolladoù Fenian. E bal: prientiñ un emsav hollek a-enep an arc'huber saoz. Dek vloaz goude ar grouidigezh e krog an IRB da aozañ gwalldaolioù e [[Bro-Saoz]]. E miz Gwengolo [[1867]] ez eus lakaet ur vombezenn e toull-bac'h e [[Manchester]] evit dieubiñ daou emsaver iwerzhonat. Un archer a voe lazhet e-pad an taol ha tri den arestet ha kondaonet d'ar marv. Lesanvet e vint "Merzherien Manchester". Daou viz goude e voe taget un toull-bac'h e [[Londrez]], hag ugent den lazhet dindan ur voger distrujet.